UN HUÑVRE FALL (82)
GWERZENN
1
Me wele, astennet en ur laour,
— E kreiz un huñvre hirisus —
Korf unan marv - Ma moereb baour! -
Selaouit ma huñvre spontus.
2
Ar marv a vez berped é troiñ.
— Heni ne c’hell monet ’enep!
Gwir e vo deoc’h èl mah vo din,
Hiriv ema tro ma moereb.
3
Goude bout bet àr he bas-kañv
Ema kaset, en ur laour koad,
Get he dilhad kaer diwezhañ,
D’an toull douar da greiz ar vered.
4
Ma moereb baour, lan a c’hlac’har
E kemeran ar barr lore,
Kent ma vehet: goloet a zouar,
Hag adreistoc’h, lakaet ur bez.
5
En ur strimpiñ dour benniget
Àr ho laour noazh, edan ar foz:
«Plijit man Doue ma selaouet;
Roit d’he eneñv peoc’h ha repoz.»
6
Ha doc’h ar c’homzoù-se ken berr
Me gej daeroù man daoulagad.
En ur stardiñ ma filed koar
Me soñj àr un dro paterat :
7
«Petra enta eo ar vuhez
Pa nend eus a-barzh ’maet anken?
Pa ra deomp ar marv hemp truhez
Skuilhiñ daeroù àr hon daoulin?
8
Kuitat e’it mat ha disparti
An tad, ar vamm, ar vugale
Get yeontr, moereb, nizez ha niz.
Razh; an eil àr-lerc’h egile?
9
«Netra ’maet un huñvre a rit,
Lan a vizer hag a boanioù,
A dremen mab-den èl ur skeud
Ar ’liesañ é skuilh daeroù.
10
Ha goude, un tammig ludu
Kollet e-kreiz douar ur vered,
Get tud varv arall a bep tu
A achiu debriñ ar preñved.»
11
«C’hwi ma moereb hag a garen,
Evit monet bep sul d’ho ti,
Ne oa ket dober a bedenn
Etre ar voereb hag an niz.
12
Bremañ àr-lerc’h an oferenn
En em gavin diskoñfortet.
’Lâret àr ho pez ur bedenn
Ha mont d’ar gêr ag ar vered.
13
Ken arriuo an deiz, èldoc’h
E tiskennin en douar yen-se:
«O man Doue, gwrait e’it ma vehomp genoc’h
E-pad holl an Éternité.»
14
C’hwi, ma zud vat, holl a ma c’hlev,
Ne c’hoarzhit ket mar ouelan-me,
Rak, marse un deiz ho taeroù
A redo pa vo sec’h ma re.