MAN DIWEZHAÑ TRO FEST (36)
TON NEVEZ A BOZ
1
Ur wezhezh en ur filaj noz
Ur plac'h yaouank a lavar din,
— Ken gailhart èl ur boked roz —
«Dait ma c'handerv, dañsit genin.»
2
«O pas, a reskontan dezhi.
Me zo koutant bras da welet,
Neoazh ho refuz gavan kriz
Met an oed din ne bermet ket.
3
«Dait èlkent» lâr-hi din ur sort
— Ha me sell doc'h he daoulagad
Me c'haniterv ni vo akord
A pa 'm bo chañchet man dilhad.
4
Setu gwersomat a-c'houde
Ha n'em eus ket c'hoazh ankouazhaet
An dro-dañs-se a garantez
Hag en doa en un taol ma skoet.
5
Neoazh ma vez ret din un deiz
— Rak piv a oui petra arriu —
Na dilezer ar soñj kaer-se
Me laro dezhi.
6
E Kelwen memp deiz ar pardon
Get ar Werzhez e c'houlennin,
Get ar soñj-se e ma c'halon,
Pleget ma fenn prest da oueliñ.
7
«Hon tro-fest sur a oa bet berr
Met etredomp, ar garantez,
Gouarnomp-t-hi mat hed hon amzer
Ken a yahomb e dirak Doue.»
8
Met ma c'heniterv raas he dimez
Ar blez àr-lerc'h da gours an eost,
Setu perak an dro dañs-se
Zo man diwezhañ tro fest.