AN HENT HOUARN (8)
TON KOZH
1
Bremañ ema aes deomp-ni
Mar fell deomp mont da Bondi,
An hent houar, latirala a bas just e-tal hon ti.
2
An hent bras {pras} a ra ivez,
— Heni ne c’houlenn er giz-se —
E’it monet get ar c’harr d’ar Gemene.
3
Gwell e vez d’an dud monet
E kirri-tan gwerennet
Rak neuze ne zoujer amzer erbet.
4
Neuze ne vez da zoujiñ
Amzer erbet toemm na yen
Nag ar glav nend a ket d’ho tiaeziñ.
5
A pa zahe c’hoazh en-dro
Hon tud kozh, ur wezh d’ar vro,
Chom a raint boemet d’ar modoù a zo.
6
D’ar c’hours-se eh aent a-varc’h
Pe a-droad, a c’harzh da c’harzh,
Ha bremañ, e karr, den ne ya a-barzh.
7
Bremañ e voiajer aes
Kerkours e kêr èl àr vaez;
Ne faot ken met kaout argant ’lies.
8
Boiajiñ a raomp aes ’rall,
Met, n’ankouazhomp ket neoazh
A lakat argant er-walc’h barzh ar yalc’h.