UN C'HOARAIZ BERR

(21)


Houad ha Edig a zo div enezennig vihan e kreiz ar mor bras, ur pemp Iev bennak doc'h an douaroù ha tro-ha-tro da ugent doc'h Gwened.

Holl ar gwazed ag an enezennoù-se a zo pesketerion; ivez, ar beleg e peb heni anezhe a zo àr un dro, ar ’liesañ atav, person, kure, maer, adjoent, sekreter, tavarnour, marc'hadour butun, marchadour temzerezh (épicerie) ha traoù arall; d’ar chours mah komzan deoc’h atav.

Ur blez, edan gouel Nedeleg, e enezenn Houad pe Edig — lakaomp Edig, an dra-se ne ray ket netra deoc’h na din ivez — ar person a chomas klañv get ar grip hag ar paz, èl lod-kaer dre-se ar blez-mañ, ha goude get ar gwall amzer, hag an avelaj n'hellas ket monet betag Gwened da glask, get an Aotrou Eskob, e chourc'hemennoù e’it ar blez nevez. Neoazh, setu paset miz Geñver, Chwevrer, hag an amzer ne chañch ket, hag an C’hoaraiz a zo tost pandeogwir, hrevez e almanak kozh doch peheni e labour berped, a lâr ema Sul ar Lard ar Sul kentañ da zonet.

Afi! gwazh-ar-se. An deiz e-raok ar Sul-se, d’ar Sadorn, setu eñv waet da Wened get bag ur pesketour.

Arriu e kêr eñv wel an dud dre ar ruioù get brec’hadoù lore .

«D’e-menn, eme an Aotrou person, a choulenn-eñv get unan bennak, eh it-chwi get ar lore-se?»

«Goût er-walc'h a rit eme un den mat ema Sul ar Lore àrc'hoazh! a lâr ar beleg dre e soñj, ha me oa-me é klask Sul ar Lard.»

Person Edig ne dardas ket e Gwened an deiz-se. Mall e oa dezhoñ difrae. Ha eñv d’ar gêr fonnapl èl mah oa daet, e bag ar pesketour, kentizh èl m’en doa gwelet an Aotrou Eskob ha prenet un almanak nevez.

An deiz àr-lerch an oferenn-bred, eñv lâr d’e dud:

«Ma zud vat, dech hempken em eus gellet monet betag Gwened da glask gourchemennoù hag avizoù an Aotrou Eskob. Allas! mam breudeur ha ma choarezed, manket hon deus a ziàr-benn an Choaraiz benniget. Hiniv ema Sul ar Lore ha me soñje, hrevez ma almanak ag ar blez paset, e oa Sul ar Lard. Ama! ma zud vat, ne vern ket, ’benn dimeurzh e vo Meurzh ar Lard; ’benn dimerc'her, Mercher ar Ludu; digwener, Gwener ar Groaz ha ’benn disul, Sul Fask ha ni vo arriu àr un dro get ar re ’rall.

Setu penaos e enezenn Edig eh eus bet ur blez hemp Choaraiz erbet.

«Ha, ha, ha ha! a raas ar gomer Mariana pa’m boa achiu get ma istoer, e parrez Lanwelan èl er parrezioù arall ne vez ket gwraet ken an Choaraiz tamm gwell eit ne oa gwraet ar blez-se e enezenn Edig, ha nend eo ket na gwell, na yachoch, na gailhartoch an dud eit an dra-se.»

«Penaos e faot deoch-chwi? a reskont ar chanderv Job get ur vouezh chwerv, pandeogwir nend eus mui ’maet tud-kafe gronnet get gloan; liñjet o c’halon get ar sukr ken end int hanter pousif. A! «malachkoed!» komzit din ag an dud kozh gwezharall, ar re yod silet ha bara segal — ur meudad kreuñv hed an dorzh — ha dilhad lien. Ar re-se ne oa ket o chalon etre o zreid. Ar re-se ne zoujent ket un Choaraiz na daou ivez. Nann! «malachkoed!» en ur skoiñ ken start e zorn serret àr ar gole-taol ken e chomas braouachet ar gomer Mariana

En ur ober «pouhou! pouhou!» eit distag ar chlor hag ar sukr, me reskont dousigoù: «Gwir a lârit kanderv.»

Job Sku’llad.