SPONTAILH MENEZ-GWEGAN
(8)
Mar degouezh doc’h biskoazh monet ag ar Gemene da Seglian, pa vehet arriu hanter-hent d’an div vourc’h, c’hwi a ray dre an hent bras tostik un hanter-tro doc’h troad ur pikol menez anavet mat get holl an dud ag ar c’hornad.
Menez-Gwegan evit Seglianiz a zo ar roue ag ar menezioù: Ar Romaned, en amzer gozh, en deus en treuzet get Sezar, hag hiniv an deiz e kaver c’hoazh àrnezhoñ restajoù an hent romen a yae a venez Kastenneg, e-tal Sant-Nikolaz-an-Dour, bet Kerhaez.
Krapit àr ar menez-se, mar hoc’h eus un tammig amzer, ha sur ne gollehet ket ho poan. C’hwi a welo en tu doc’h ar C’huzh-heol, tour kaer an Intron Varia Kernenan, savet àr lein ur menez uhel; er Walern hag er C’hreiznoz, bourc’h Lanwelan en un devalenn goloet a goad, ha gronnet dre ar Menez-Bras, Menez ar Gernevez hag heni Restarmenn; pelloc’h, bourc'hig Silieg, an uhelañ en deus savet ar Breizhiz e eskopti Gwened a-abezh (850 troadad a-dreist ar mor), en tu doc’h ar C’hreistez, bourc’h Seglian goloet èl get ur gouronenn dre goad uhel, maner Koad-ar-Faou, er Gevred, menezioù Malgeneg ha tour Kelwen; en tu doc’h ar C’hreistez, a-dreist Lokmac’hloù hag ar Gemene, ar sell a ya ker pell, ma kreder gwelet Enezenn Groe get ar mor bras en dro dezhi.
Deverr eo enta bout àr lein Menez-Gwegan d’an deiz, pa vez dizolo ha splann an amzer. Deverr eo ivez d'an noz, e’it ar re a gar klevet ha gwelet traoù fentus; mes an dud gwiv a zele pellat a zoc’h ar lec’h-se, mar ne vennont ket sec’hiñ get ar spont ha get ar lorc’h. E Menez Gwegan en em dolp ar c’horriganed e’it gober o farsoù hag o c’horolloù-noz, ha ’lies, klevet e vez Karr-an-Ankoù é tremen, en ur ober un drouz euzhus, dre hent ar Romaned.
Selaouit kentoc’h petra a arriuas un noz get Leich Berchennig ha Job Malarde. Ar c’hentañ en doa tregont vlez a-c’houde foar diwezhañ Sant-Lorañs, hag an arall, naontek a-c’houde pardon Sant-Tuchan. Mevelion o daou e ti Julian an Danteg ag ar Stangwenn, n'o doa ket o far e’it jiboesat ar gadon, ar broc’h, ar c’hefeleg. Div pe teir gwezh pep sizhun eh aent àr-lerc’h koan da lakaat ha da sevel o lasoù, ha seul gwezh e tae gete daou pe tri pezh jiber, hag a veze gwerzhet, ar yaou àr-lerc’h e marc’had ar Gemene.
Un noz ma oant, etre ar Seizh-Avel hag an Toull-Skarzh, doc’h tor Menez-Gwegan, e sonas kreiznoz en ti a gêr ar Gemene. «Deomp d’ar gêr, eme Leich, arriu eo kours ar c’horriganed, hag eh omp àr o douar. - Ya, koñsort Leich, mall e vo deomp kuitaat al lec’h-mañ. Doue a viro n'arriu droug erbet genomp... Selaouit!... A! Santez Anna, karr-an-Ankoù! Difraeomp! Ma c’haezh Leich, difraeomp! E ta àrnomp!»
Klevet e veze un drouz euzhus, èl trouz rodoù-karr e chourikal ha goloet e oa Menez-Gwegan a fulad tan en tu doc’h Lokmac’hloù: «Rouik! Rouak! Rouik! Rouak! brr! brr!» Leich ha Jobig a gemer o botoù en o daouarn ha lampiñ a raont a holl o nerzh da gavet ar Stangwenn.
Kigniñ a raont o divhar hag o zreid get ar skodoù-lann hag ar vein, hag ar skoselloù a gavont àr o hent o gwint bep eil penn. — «Ai! Ai! O man Doue! Kollet omp, ma c’haezh Leich, kollet omb! Sant Tuchan benniget, sikourit-ni! — Intron Varia Kernenan, eme Leich, difennit-ni doc’h an Ankoù! Man Doue! Man Doue, pardon! Eh aomp get an diaoul korf hag eneñv! Pardon, man Doue!»
Kaer ou devoa hastiñ ha redek, e oa atav ar spontailh àr o lerc’h, ha seul gwezh ma kouezhent e tostae dezhe: «Rouik! Rouak! Rouik! Rouak! brr! brr!»
Arriu eo neoazh an daou jiboesour get an hent-karr; nend int ket mui pell a-zoc’h ar gêr, donet a ra dezhe un tammig kalon...
E korf ur berrik amzer emaint e toull dor o mestr ha kentizh en ti. Souezhet é welet e zaou vevel é tihostal ha goloet a c’hwez, Julian an Danteg a c’houlenn gete: «Petra a zo? — Karr-an-Ankoù, ar mestr! Ema Karr-an-Ankoù àr hon lerc’h!... Setu eñv é arriu er porzh!» Kentizh holl an dud, dastumet e’it filaj e ti an Danteg, a sav skontet, e’it goût petra a zo. Met ne welont na ne glevont netra, ha prest int da sellet an daou vevel èl tud amoedet ha d’ober goap anezhe. Neoazh goude un herradig amzer e klever un c’hoarzherezh sklintin e-tal ar fenestr: «E! E! E! E!» Holl ar filajerion a hiris, hag a ra sin ar groaz. Ar merc’hed em daol àr o daoulin: «An diaoul! Emedint, e ta àrnomp!»
Paotred ha merc’hed, daet a Valore pe a Vransar da filaj d'ar Stangwenn an noz-se, a c’hortoz sav-heol da vonet d’ar gêr. An deizioù àr-lerc’h, ne oa komz er c’hornad a-bezh namaet ag ar pezh a oa arriu get Leich Berchennig ha Job Malarde. Holl an dud a grede o devoa kavet spurmantoù an noz-se e Menez-Gwegan.
Un den hempken en devehe bet gellet difari ar re ’rall, Matelin Fistoulik, ar lemmour kouteloù a Wareg. Matao en doa an deiz-se er Gemene lemmet marse kant koutel, sizailh ha kizel, mes lonket en doa ar c’haezh den kement a chopinadoù-chistr, ma chomas bet hanternoz ramblet doc’h tor Menez-Gwegan en ur vonet d’ar gêr. Pa savas, goude un huniad-kousket, eñv a welas daou skeud é tremen dre ar lann: «Jiboeserion, eme an den, pa rahen un dro kamm bennak dezhe». Ha setu-eñv é lakaat kentizh e vreolim da droiñ hag é poueziñ arnezhi a holl e nerzh get ur pikol koutel, en ur bostal àr un dro àr-lerc’h Leich ha Jobig. Trouz ar rodoù hag ar fulad-tan a save ag ar vreolim en doa gwraet da vevelion an Danteg redek ker fonnapl d’ar Stangwenn.
Marv eo gwerso Matelin Fistoulik, hag èlkent e kaver c’hoazh, meur a noz, spontailhoù e Menez-Gwegan.
Ma c’hamarad Joachim.