AR VUGULEZ (19)

TON: Ar Bugul, Job ar Glean


1

Pep mitin, hañv ha goañv

D’ar lann get ma loened eh an 

Hag e-pad an deiz men gan.

2 

Ya, men gan hag a ziskan 

Rak àr an douar, bras na bihan 

En deus ur vuhez ker skañv. 

3

Ar bugul get e foet a darzh; 

Me, azezet e-tal ar c’harzh, 

Me nez ar stoup hag ar c’houarc'h. 

4 

Man gwerzhiad pa vez nezet, 

E-raok dastum holl ma loened, 

Ma loened-korn, man deñved. 

5 

Get un tammig tralala, 

Me sailh ar gordenn, a zañsa

Ha d'an holl me holleika. 

6 

Pa gasan ma saout d’ar gêr, 

Int ev er fantan dour sklêr 

Me ivez pa ’m bez dober

7 

Goude em bez, ’barzh ar c’hraou,

Staget ar buoc’hed 

Roet dezhe boued, brec’hadoù. 

8 

Me ra ar labour en ti. 

Ar vestrez ’lies a c’hoari; 

Met neuze me c’hoarzh geti. 

9 

A pe vez debret ma c’hoan, 

Gwalc’het ar skudelloù d’am foan; 

Skubet an ti hir ha moan. 

10 

Ha kempennet ar menaj; 

Torchet ar gloestroù, an houarnaj, 

Me ya d’ar c'hraou da filaj.

11 

Ha get ar soñj e ma fenn, 

Bemnoz da Zoue e ma fedenn, 

Setu amañ man goulenn: 

12

Un deiz mar bin-me mestrez, 

Da vout eürus, roit din ar c’hres 

Èl a pa oan bugulez.