AN DAOU VAMBOCHER (24)
TON DA GERZHET (Ar Spontailhoù)
1
Arsa paotred a lâr deomp an davarnourez,
An eur a zo arriu, jañdarmed vez 'liés,
Hag ar re-se deomp-ni a roy bep a brosez.
Kerzhit enta d'ar gêr, voloñtez mar hoc'h eus.
2
Chikit mar plij genoc'h; chikit, chikit komer,
Na lârit ket muioc'h ni yay a-benn d'ar gêr,
Met da evet ur wezh gwrait deomp-ni c'hoazh amzer
Ha diskargit, lan-barr, gwin ardant 'barzh ar gwer.
3
Ne vo ket mui evaj henoazh e'idoch-c'hwi.
Arriu oc'h mezv er-walc'h, kerzhit buan a ma zi.
Mall {poent} eo deoc'h en em sachel da gavet hos heni;
Met 'benn àrc'hoazh mitin, dait en-dro a lâr-hi.
4
Daomp ni hon daou kanderv, daomp d'er gêr àr hon goar .
Hor penn a zo ponner ha gwan eo hon divhar,
Marse é strebotiñ ni gouezho àr an douar
Hag a chomo neuze d'an treuz àr an hent-karr.
5
Mar gouezhomp àr an douar ni a savo arre
Evit derc'hel planoc'h krogomp eil d'egile .
En ur heuli an hent hemp monet d'ar c'hostez
Ni vo sur mat er gêr kent ma vo splann an deiz.
6
Met, setu ar mitin, an heol a zou uhel
Hag an daou vambocher doc'h ar gêr a zo pell
Paset o deus an noz kousket en ur fozell ,
Astennet er vouilhen edan glav hag avel.
7
Setu pezh a arriu get ar vambocherion,
Debret vez an argant en davarn é klask ton.
Àr an hént e kouskont hemp spered èl ur loen.
Displijadur a raont d'holl o zud hemp kalon;
8
Pellaomp doc'h an davarn mam breudeur, ma c'hoarezed,
Ha lezomp a-kostez an ivaj milliget.
Ar chistr a zou gwall vat e'idomp-ni Bretoned
Evomb-eñv en tiegezh eürus get hor pried.
9
Ya, foei d'ar gwin ardant, d'ar c'hafe, d'ar likeur
Hag hon deus anavet un deiz àr hor gwalleur,
Met evomp ar chistr mat livet melen èl aour.
Evomp p'hon dou sec'hed ma n'houlennomp ket dour.
10
Ya, evomp ar chistr mat, en ti, e-tal an tan,
Met ne evamp ket re, re zou gwazh e'it bihan.
Evomp evit bout gae ha nepas e'it bout klañv;
Ar galon lan a joa, ar peoc'h 'barzh an eneñv.