MAM BRO KARET (2)


TON : Je suis natif du Finistère.

DISKAN


Me gar mat Seglian,

Me gar gwell Diderlann.

Me gar ar gêr vihan

Lojoù e-tal Sant-Yann.

1

Ganet on en ur gêr vihan,

En ti-hont e lein ar Lojoù.

Ma farrez a zo Seglian

Met Diderlann a zo mam bro.

Ya, hag e vo,

Heni ne viro.

2

Met dreist an holl n’ankouazhin ket

An heni zo deomp Patronez

Intron Varia a Loret

A zeleomp da bediñ ’lies.

Kavout geti gres,

Nend eo ket diaes.

3

Ha bremañ da razh ar c’hornad

Ar gwellañ a zo d’am aviz —

Hemp ankouazhat Gwazh-fantan-vat

Poullvelin ha Talargenkiz:

Lec’h mah aen rekis,

’Kours ma yaouankiz.

4

Get karantez deoc’h e lâran

Ho ankouazhat me ne rin ket.

Nag em behe ar c’hres vrasañ

Mah chomehen biken er bed,

Bro mah hon ganet,

M’ho karo berped.

5

D’ar re c’hoazh a skoa em c’halon

E ran ivez ur cherig gae.

Da Lokouviern, de Sant-Senon ,

A dreist an holl, da Roskade:

Kêrig lan a joa,

Ar wellañ marse.

6

A gêriou holl ma mignoned

A zo kollet pelloc’h er vro

Me zalc’ho ur soñj mat berped

Hemp lâret dezhe: kenavo

Na deoc’h àr un dro

Bet-hag ar marv.