DIAOUL LOKMELTRO (60)
TON KOROLL
— Disul ’barzh an oferenn
- Setu c’hoazh un eil sorc'hienn -
Rak daousto nend eo ket hir,
Ne gredan ket ema gwir.
— Person Gwern en deus lâret
- Kement-se ne gredan ket -
E vo miret doc’h an diaoul
A vont ken da Lokmeltro.
— Ha da bep heni a gar
Gwelet an diaoul aval-douar
A yay sur mat d’an ifern
Get holl diaouled parrez Gwern.
— Evidin-me me sento
Kaoc’h e’it diaoul-kaoc’h Lokmeltro
Nag e torrehe ar gwer
A bep fenestr zo e kêr.
— Me ray lec’h d’ar jañdarmed
Ha d’ar person da welet;
Da jañdarmed daou ganton
Ha d’un tri pe pevar berson.
— Ar re-se zo hir o fri
A gavo buan diaoul an ti
- Hennañ zo sur ur paotr kailh -
Ar bugul eo ar spontailh.
— Doc’h m’ema diaoul pe diaoulez
’Ma bugul pe bugulez
O c’has o-daou d’ar prizon
E’it goût mat o c’hondision.
— Ar jañdarm a zo koutant
’Ma an diaoul en e gouvant,
Met an deiz àr-lerc’h eñv glev
’Ma an diaoul e Lokmeltro.
— Ar person goll e latin
- An diaoul-se a zo re fin –
Ur «physicien» a Bariz
A vo gwell e’it tud-iliz.
— «Daomp d’en klask lâr ur Gwernad
Hag e vo gwraet labour vat
Ni er skarzho sur er-maez
Get bugul ha bugulez.»
— Met da c’hortoz kement-se
Den ne gousk en e wele.
An diaoul-se evit c’hoari
Skrap ar lienaj àr an ti.
— Koustele mar bez gouiet
Piv eo an diaoul milliget
A vo kaset da Bondi
Hag e vint jujet o zri.
— Ar juj pa lenno ar c’hod
A greno en e bilhot
Get aon bras a vont àr gein
An diaouled zo da jujiñ.
— «C’hwi eo diaouled Lokmeltro
- Bout a zo tri el lec’h daou -
Ha da glask mar zalc’hont c’hoazh,
Parrez Gwern a baso razh.
— Nend eus ’maet e’it un dra jaojabl
Reiñ ar marv dezhe fonnapl
Get mell-benniget ar Sant,
Diaoul ha diaoulez èl m’emaint.»
— Ma aviz a zo dister
Chomer pep unan er gêr
Hag el lec’h klask diaoul un all
Klask hos heni-c’hwi ray gwell.