AR JIBOESOUR (53)
TON A BOZ
DISKAN
Klaskit du-se; klaskit du-mañ; klaskit du-hont
Ar jiboesourion vat a glask mat ar gedon.
1
Micher ur jiboesour zo ur vicher deverr
Rak a gement he gwra a gav berr amzer.
2
Eñv gemer a pa sav, a-benn, e fuzilhenn
Hag a-raok, hemp doujiñ girzhier, lann na bouilhenn,
3
A pa gav jibered, seul gwezh ma c’hell tenniñ.
Eñv do ma ne lazh ket, pluñv pe blev hemp mankiñ;
4
P’arriu er gêr, d’an noz get razh e jibered
Er-walc’h en do lazhet, nebeud en do serret.
5
Neuze, diwezhatoc’h pa gonto an istoer,
Ag an troioù arriu, gaou e vo an hanter.
6
Pa vez daou jiboesour en ur lec’h àr un dro,
C’hwi glev: «piñ, pañ»; loened é kouezhel tro-distro.
7
Laromp ar wirionez, kement-mañ a zo sur:
«Razh ar jiboesourion a zo gaouiarded pur.»
Notennoù Yezh
klaskit du-se; klaskit du-mañ; klaskit du-hont
Ar jiboesourion vat
glask {a glask a glac’h}
ar gedon {ur c’had {gwegel} / gedon. }
ur vicher deverr
Rak a gement he groa a gav {frazenn: Rak a gement he groa a gav …} berr amzér.
a-benn= diouzhtu
hemp doujiñ {hemp doujiñ / hep doujañ / heb bout aon}
girzhier {garzh/girzhier D ge’hiér}, lann na bouilhenn,
pa gav jibered {kavout jibered…},
seul gwezh {bep gwezh / bewech }
ma c’hell tenniñ.
eñv do {eñv do /eñ en do…}
hep mankiñ / seul gwezh eta}
er-walc’h {er-walc’h / a-walc’h / miret «er» }
serriñ = dastum > serriñ foenn}
pa gonto an istoer, {kontiñ istoerioù}
Ag an troioù arriu
gaou e vo – gevier en do kontet}
àr un dro = asambl / asamblez}
tro-distro, tro-dro da UB}
gaouiarded {gaouiad / hep «r» /gaouiaded + gaouidi pur} pur