MA FEMOC'H (20)

Le petit goret de Botrel. 


 Penaos kredit-c'hwi man den, 

 Kasiñ ma femoc'h d'ar foar? 

 Ur loen ken dous èl un oan, 

 N'hoc'h eus ket ur galon tener. 

 Gwell e vehe din gwelet 

 M'wellañ buoc'h é hont genoc'h 

 Ha lezel c'hoazh, mar karit, 

 Genin pell mat ma femoc'h. 

 2 

 Ya, gwell eo din gwelet c'hoazh 

 Gwerzhiñ man daou ejon-vras, 

 Na 'maint genomp a viskoazh 

 Ne rin ket kement a gaz 

 Pa lârer : «Koch, koch!» seul mui

 E redo bouilh da daldoc'h. 

 Get man den ret eo c'hoari 

 E'it ma sent èl ma femoc'h. 

 3 

 A pa vez debret e voued 

 Ha man gwaz eñv en davarn, 

 Doc'h ma zreid e vez kousket, 

 Ne vez 'maetoñ doc'h man gouarn,

 Me 'm eus getoñ plijadur 

 Èl get man den pe muioc'h, 

 Rak pa vez mezv a-dra-sur 

 N'd eo ket spered ma femoc'h. 

 4 

 Eñv zebr lod kaer a draou lous, 

 Ne lârin ket deoc'h petra 

 'Maet eñv zebr gwell kaoc'h e'it plouz 

 Èl ma tebromp ni bara. 

 N'houlenn ket aour nag argant 

 Met man den zo kalz sotoc'h, 

 Eñv vezv get ar gwin ardant

 Pezh ne ra ket ma femoc'h, 

 5 

 Dre ma forzh eñv ma heuli 

 Eñv 'deus e'idon karantez, 

 Kement bemdez èl ma c'hi 

 Rak p'er galvan, lan a joa, 

 Doc'h mam bouezh eñv em rejouis , 

 Gailhart eo èl maer ar vourc'h 

 Met el lec'h lâret sotiz, 

 Eñv skroja gwell, ma femoc'h. 

 6 

 Memestra, mar faot rekis 

 Da man den naet er gwerzhiñ, 

 Me ray dezhoñ un aviz, 

 Gwell e vo er charneliñ 

 El lec'h kaout kalonad, 

 Plijadur am bo kentoc'h 

 É welet, a ziàr ar plad, 

 Pas tamm ha tamm, ma femoc'h. 

 7 

 Ar gwellañ tra d'ober tre 

 A zo, hemp kemer mizoù, 

 Gober èl er Gemene 

 Andouilh mat get e voue'lloù 

 Goude bout bet mogedet 

 Er siminal, o bennozh, 

 Nend eus ket sur tamm erbet 

 Ker mat-se en ur pemoc'h.