SANT KREPIN HA SANT HIPOLIT

(18)

Kent komañs, e lâran deoc’h a-benn penaos, é chom genomp, eh eus ur voereb gozh — kozh mat, daouzek vlez ha tri-ugent — ha drouk (diaes), ha drouk ken end on koutant bras d’he frestiñ deoc’h pe d’un all, da vern ket piv, ken hir amzer èl ma karer, daousto dezhi neoazh lâret ar wirionez ’liés mat, ha farsoù gwezh-a-vez kerkours èl peb heni, ha gober bourdoù d’ar re ’rall pa bas en he soñj.

Ur sulvezh d’an noz, èl ma oa azezet e korn an oaled, àr ar maen-tosel, setu hi en un taol é tiskarg he fennad, èl d’an ordiner, hemp gober souezh erbet da heni.

«Gwezharall, eme-hi, e kalz a diegezhioù, goude ar bedenn àr-lerc’h koan, e veze lennet Buhez ar Sent. Ni oa-ni un tiad mat a vugale, ha pep unan get hiraezh a lenne d’e dro, kenti-kentañ, eit goût piv en dehe gwraet ar gwellañ. Met bremañ, daousto d’an darn muiañ ag an dud monet d’ar skol, ne lenner mui netra: na galleg na brezhoneg… — Na malichtou mann erbet. Ama, ma moereb? — Nann, mann erbet, ma niz paour. Paset e vez an amzer, ar ’liesañ, é lâret diotaj ha sotiz, pe é chom mut èl ur post kloued.»

«Chik, chik, moereb Perin, a reskontan dezhi, mah lennan deoc’h a-benn buhez sant Pêr, ho sant patrom. Pa oan achiu get istoer sant Pêr, penn-dar-benn, me c’houlenn neuze: «Ama, moereb, bremañ eh oc’h koutant? Bremañ e tavehet p’hoc’h eus klevet lenn buhez sant Pêr, daousto nend eo ket e ouel hiniv?»

«Ya, setu mat, a lâr hi. Bremañ e welan e ouiit lenn brezhoneg kerkours èl ar person. Da ma zro eh an da gontiñ un istoer, met serrit ar livr-se, rak ar pezh a lârin nend eo ket e Buhez ar Sent, nend eo ket ’maet ur sorc’hienn hed-ha-hed. Sorc’hienn sant Krepin ha sant Hipolit».

Sant Krepin ha sant Hipolit, daousto dezhe kaout ur goñdision dishañval. — Sant Krepin a oa kere botoù-lêr ha paour èl ur razh dour. Sant Hipolit a oa misioner hag a dud pinv’ik bras; a arriuas da vervel ar memes deiz, er memes kêr, ha tostik-tra an eil d’egile. Kuit a lidoù bras, o interamant a oa ag an diwezhañ pazenn.

Kentañ razh, karroz ar re varv a yaas da glask sant Hipolit, met é pas e toull-dor sant Krepin, ar c’hloc’her (sakrist) a lâr d’e goñsorted: «Kerkours eo lakaat an all er c’harr bremañ, mah aint o daou en ur memes voiajad, kuit e vehemp a zonet en-dro. — Gwir eo», a lâr an holl. Ha setu an daou sant er c’harr, tal-ha-tal, met arriu en iliz ema gwazh. An daou laour a zo ur sort, na soñj da heni e pezh feson ema gwraet an traoù e’it gellout o diforc’h. Penaos gober? Rak get sant Hipolit, ’balamour d’e dud kaout madoù bras eh eus overennoù, servijoùier ha pedennoù arall, ha get sant Krepin nend eus ket netra a-grenn. Dam! Gwazh-ar-se, a lâr ar c’hloc’her en-dro, ne c’hellomp ket chom da sellet amañ.»

Ken eeun èl un tach, setu waet sant Krepin ar c’hentañ ha tapet dezhoñ razh an enor, razh ar pedennoù deleet d’ar sant arall, hag ouzhpenn, e-pad mah oar é lakaat hennañ en douar, àr e lerc’h, eñv da gavet an neñv hemp gortoz.

Arriu e toull-dor ar baradoez eñv skoa àr an nor: «Pañ, pañ, pañ».

«Piv a zo aze?» a c’houlenn sant Pêr, chouket àr ar livr bras-hont.

«Sant Hipolit»a reskont-eñv.

«Diskouezit ho paperioù», a lâr dezhoñ mestr an alc’hwezioù. Paperioù ag an dibab sur, paperioù ag ar choaz, sort ne vez ket gwelet kalz, pandegwir e oa re an all getoñ estroc’h e’it e re.

Setu digoret an nor: «Dait a-barzh, dait a-barzh», a lâr sant Pêr.

Nend eo ket serret mat an nor en-dro ’benn e arriu sant Hipolit, an heni mat neuze, ha eñv da skoiñ ivez: «Pañ, pañ, pañ».

«Piv a zo aze? eme Pêr.

«Sant Hipolit», a reskont-eñv.

«Sant Hipolit c’hoazh? a lâr hennañ souezhet, n’en deus ket gwraet ’maet monet er baradoez. Marse ur sort eh eus daou ag an anv-se? Gwelomp. Diskouezit ho paperioù! — Ma faperioù am eus kollet, a lâr Hipolit, met sellit er livr bras-se a zo genoc’h ha c’hwi gavo ma anv.» Kaer e oa troiñ ha distroiñ folennoù ar livr-se, ne veze ket kavet netra ’maet heni ur sant Hipolit, an heni a oa waet er baradoez.

«Kerzhit izeloc’h, a lâr dezhoñ sant Pêr, marse, e oac’h merket e’it ar purgatoer.»

Er purgatoer e oa ur sort. Ne oa ket e anv eno muioc’h e’it er baradoez. En ifern ne oa ket ivez, neoazh! Kenevit-se, pres er-walc’h en dehe lakaet an diaoul da zonet d’er c’hlask. Ret e oa dezhoñ bout chomet er maez. Paour-kaezh sant Hipolit!...

E-pad an amzer-se, sant Krepin, doc’h ’ta d’e baperioù hemp par, n’en doa netra d’ober ’maet baleiñ er baradoez, ag un tu d’an tu ’rall, rak, ne faot ket krediñ e chomer da bouez a-grenn er lec’h eürus-se. Eno, peb unan a labour àr e vicher èl dre-mañ. A-hend-arall, netra ne vank: gwin, rost, katev, chistr...

— Un droiennad avalennoù hag a daola hemp arest (dre-mañ ne daolont ket ’maet meur a wezh) a zo lakaet a-befiañs e’it ar Vretoned.

Get a raas é redek, sant Krepin é arriu get un ti bras, skrivet àrnezhoñ e brezhoneg hag e galleg: Grande cordonnerie; Kereerezh. Eñv dost da sellet dre er werenn hag e wel eno, é labourat, ur boulomig kozh, kozh, unan ag ar re kentañ arriu er baradoez. D’ar c’havet eh a a-benn. «Gortoit man den mat, a lâr eñv, mah an en ho lec’h un herrad, c’hwi zele bout skuizh er-walc’h aze.» Ha da labourat diouzhtu.

Doc’h er gwelet é wriat ken prim ha ken start, ar mestr a chomas boemet.

«É klask unan èldoc’h-c’hwi, a lâr eñv da sant Krepin, eh on-me gwerso. Ne ouian ket d’e-menn e vez kaset ar gerezion, met heni ne za d’ar baradoez. Geo, deskerion, met pas unan hag a oui e vicher. A-c’houde pell ’zo em boa ar botoù-lêr d’ober d’an Aotrou Doue, an Tad Eternel; bremañ e vint gwraet a-wael.»

Setu sant Krepin ha gwraet ur botoù d’an Aotrou Doue, ur re paket mat sur, sort nend eus ket bet gwraet biskoazh nag er vro-mañ nag er vro-se.

Un termen bennak àr-lerc’h, an Aotrou Doue a c’houlenn get sant Pêr: «Perak ema an den-se é troiñ en-dro d’ar vur a-c’houde kant ha kant vlez ’zo, hemp donet er baradoez na hemp monet kuit?»

«An den-se, a reskont sant Pêr, en deus kollet e baperioù ha ne vez ket kavet e anv àr ar livr bras.»

An Aotrou Doue a ra ur sell d’ar livr ha kentizh eo spisaet an traoù.

«Hennañ, eme an Tad Eternel, a zo sant Hipolit hag an all a zo sant Krepin.»

Neuze ema laosket sant Hipolit donet er baradoez; sant Krepin a oa ret dezhoñ monet er-maez, met daet soñj d’an Aotrou Doue en doa gwraet dezhoñ ur botoù-lêr èl n’en dehe ket gwraet heni arall ken. Eñv lâr da sant Pêr: Pas, n’er lakait ket er-maez, abalamour d’e vicher».

Èl-se, èl ne veze ket gellet er lezel er baradoez nag er lakaat er-maez, ema chomet e toull an nor. Ha setu perak nend eo ket mui sant Pêr e toull-dor ar baradoez, met sant Krepin.

«Mar hor bez an eürusted da vonet un deiz da welet, ar pezh a zeziran din ha deoc’h ivez, ni er gouio. Ama?»

Ma moereb, ampart èl un draen, met keuz dezhi da vout lâret un istoer un tammig direspet, a lâr din: «Ma niz, digorit ho livr ha lennit deomp buhez sant Hipolit, hrevez ar wirionez.»

Me reskont dezhi: «’Benn àrc’hoazh, ma moereb, ’benn àrc’hoazh».

Izidor ar Sorc’hiennour.