AN ANDOUILHENN (42)

TON BAL

— Diàr-benn un dizhadenn

Ema savet ar sonenn

— Un andouilhenn e’it distan

Oa lakaet en ur fantan

— E’it lemer pebr hag halen

Oa lakaet en he c’hroc’hen.

— Met an deiz àr-lerc’h mitin,

Setu savet un anken.

— Kaer a zo klask ha klask

Ne gaver ket ar c’houpad.

— Ar mestr a lâr d’ar vestrez:

«Ne welan ket-me re spis,

— Skarzhomp an dour er vouilhenn

Ni gavo hon andouilhenn.»

— Bouilhenn ha dour zo skarzhet

Ha goude ema skubet

— N’en deus kavet er fantan

’Maet ur sors hag ur chignan

— Daousto piv eo ar laeron

Zo bet klask kig hon pardon

— Marse c’hoazh ema ar c’hi

Ne chom ket dalc’hmat en ti

— N’ouian ket met kalz ne vern

E lec’h a zo en ifern

— Mah vo milliget get Doue

Ha ne gousko noz na deiz

— Ken en do rantet koutant

M'andouilhenn dirak ar sant.

— Allas! a lâr ar merc’hed

Ken taeret èl ar baotred

— «Petra gober da verenn?

Kollet deomp hon andouilhenn

— Petra lâro hon bredeur

Ag ur pardon ken dister?»

— Met ar vestrez ag en ti

A lâr àr un dro c’hoari;

— «Gwraet hon doa sur un dra fall

Kas kig ken pell da zisal,

— Ret e vo pas hemp andouilh

Ha roiñ dezhe ratatouilh».