INTAÑVEZ YAOUANK (23)

TON KOROLL

Selaouit un tammig, mar ’c’h eus ar voloñtez,

E tisklerian deoc'h ar stad fall eh on-me.

Me oa me dimezet e kours a ma amzer

Met ar marv a zou bet evidin ur multrer

Me zo enta bremañ ur vaouez forzh diskonfortus

Goude kaout ried bout ma-unan ur sort

Me zo un intañvez n'en deus 'maet tregont vlez,

Penaos chom er stad-mañ e-pad holl mam buhez?

Penaos chom ma-unan, d'an oad mañ àr an douar?

N'em bo ket sur pec'hed é choaziñ un eil par.

Me 'm boa e'it ma fried ar garantez vrasañ

Met e'it chom ma-unan, re yaouank em gavan.

Me 'm eus bet doc'h er holl sur mat ur glac'har bras,

Met 'en n'ankouazhin ket é kemer un eil gwaz.

Ouzhpenn c'hoazh, pa soñjan é mam bugaligoù

E'it sikour o magiñne vo ket re a zaou.

Ma c'harantez e'ite ne vihano ket tamm

É kemer un eil gwaz me vo berped o mamm.

Me eil pried eñv memp n'en do ket de zoujiñ,

'Balamor d'ar c'hentañ, biken en tamallin.

Daousto mah vez lâret, — kement-se a gredan —

An heni a vez marv vez berped ar gwellañ,

Me ranno etreze ingal ma c'harantez;

Me roe holl d'ar c'hentañ, d'an eil me roay ivez.

Hag èl-se sur a-wael ne vin ket tamallet,

Ar memes karantez, a roin d'an daou bried.

Ha goude bevin mat, fidel da'm friedoù,

Pa vin er bed arall m'azezo 'tre an daou.