AR GAVIDELL

(kostinell)

GWERZENN

1

Ur gostinell a zo em zi,

Un evn bihan a zo enni.

Me gred er-walc’h ne gav ket kaer,

Kentoc’h e kav hir an amzer.

Er c’hlevet a ran tro an deiz:

— Rikikiki Rekekeke,

Kemerit truez doc’hin-me.

2

— Perak kemer truez doc’hoc’h?

N’hellehec’h ket bout eürusoc’h.

Me roa boued deoc’h gres da zebriñ;

Me gred e rit fall em glemmiñ.

Perak enta kaniñ bemdez:

Rikikiki— Rekekeke,

Kemerit truez dochin-me.

3

Pa vehec’h lakaet er prizon,

Èl m’hoc’h eus gwraet din hemp rezon,

Ne gavehec’h ket a dra sur

Pikol aes ’maet displijadur;

Setu perak me gan bemdez:

Rikikiki — Rekekeke,

Kemerit truez doc’hin-me.

4

— Neoazh ho lezel da vale

Ho poued ho po da glask bemdez,

Hag a p’arriuo ar goañv,

Marse neuze c’hwi ’po bihan.

Kanit enta dalc’hmat get joa:

Rikikiki — Rekekeke,

Da vout amañ n’em eus ket keuz.

5

— Gwell eo bihan mar bez rekis,

Met àr ar barr kaout frankiz.

Setu aze holl man dezir;

Er gostinell-mañ me gav hir,

Ha perak e kanan bemdez:

Rikikiki — Rekekeke,

Kemerit truez doc’hin-me.

6

— Netra ne vern, evnig bihan,

Er gostinell-se hañv, goañv

e vo ret chom bet-hag ar fin.

Kanit enta din bep mitin

Ur sonenn arall, unan gae:

Rikikiki — Rekekeke,

Me zo amañ koutant, get joa.

7

Hag an evnig ra un arest

En ur sellet doc’hin, e vestr.

C’hoant da lâret, met eñv zo mut:

Kerkours ar loened èl an dud

Ne glever komz ’maet liberté:

Rikikiki — Rekekeke,

Ha nend eus gwir ’maet hani Doue.