LANN-PENNDAVAD

TON KOZH

A-dreist ar lannaoùier, ar vrasañ a zo razh,

A zo anvet Lann-Penndavad get an dud a-viskoazh.


Met bremañ e kredan, er mod ma raer dezhi,

Sur mat en ur berrik amzer ne vo ket mui heni,


Karget eo a sapin; goloet a c’herzhier

Ha ’barzh ar pevar c’horn anezhi e vez gwraet parkoùier.


E-menn ne soñjer ket e vez savet un ti.

Arsa enta, Lann-Penndavad, achiu eo e’idoc’h-c’hwi.


E-menn holl ar re gozh a lâre ur bater

Evit saludiñ Kernenan ha chapel ar Voustoer.


’Menn e arestent c’hoazh e’it saludiñ Kelwen,

Eno eh eus savet hiniv lojeris un dachenn.


Neoazh ar lann vras-se a oa lakaet get Doue

Evit disparti an div vro an eil doc’h egile.


Disparti hor bro-ni - bro Pourlet a dra sur -

Doc’h heni kostez Klegereg ha doc’h gallaoued Mur


É fondiñ ar lann-se nend eus ket gwraet tra vat;

Bremañ eh omb en dañjer razh a vont d’ vout Kernevad,


Bremañ e vo ret deomp marse, kuitaat hor bro

Hag e vo lakaet en hol lec’h ur C’herne pe Gallaou.


Gwezharall ar lann-se a oa darempredet

Get un niver a spontailhoù ’veze a-barzh gwelet


Ar re gozh a lâr deomp, kentizh ma veze noz,

Oa unan a-dreist an holl, dalc’hmat doc’h ho kortoz.


Mar bezec’h hos unan er lann-se é vale,

Hennezh a-benn a arriue just mat doc’h ho kostez.


Ha eñv ho heulie, hemp goût d'e-menn eh aec’h,

Adal ur penn d'ar penn arall bet-hag an deiz àr-lerc’h,


Adal Stank-an-Ifern bet-hag ar Menez-bras,

Getoñ ur vazh hir en e zorn ; àr e benn un tok bras.


Met ar spontailhoù-se en deus kuitaet pell ’zo,

Adal an deiz m'o doa gwelet e labour get Robo.


D'e-menn emaint-int waet? Me gred hemp lâret gaou,

Emaint arestet un herrad e lann ar C’hozh-Koadoù.


E’idomp-ni, Bretoned, ar mod-mañ mar zalc’ha

E vo ret deomp mont kalz pelloc’h, bet-hag ar C’hanada.