MA JILETOÙ GLOAN
(12)
TON GALLEG
Nend eus ket pell ’zo gwezharall,
— Ar mod chañch ag unan d’an all
Hemp bout bravoc’h —
Pa vehe c’hoazh an amzer-se,
Em wiskiñ a rahen get joa
Èl ma zad kozh.
2
Hennezh n’en doa get e vurenn,
Get marjennoù hag ur jagenn,
Met ur polpant
N’anave ket an danvez fin,
Razh e zilhad oa gwraet hempken
Get lien, gloan.
3
Met, setu c’hoazh ur mod nevez,
Ar jiletoù waet e gouarn-Doue
Evit ur blouz {ur blouz}.
Bremañ ne vo ket mui dober
A vil bouton èl ma lârer
Nag a voulouz.
4
Hañval doc’h marc’hadizion blev,
Ni c’hell bout divoem pe bout mezv
Hemp em chifiñ.
Ni c’hell monet da rudellat
Hemp gober memp droug d’an dilhad
’Vo àr hor kein. {àr hor c’hein}
5
Met me lâr deoc’h, hemb bout sorser
Ni roay hor blouz d’ar pilhoter
Hemp netra koll.
Rak sur mat en ur berr amzer
Ar chupennoù prenet e kêr
’Wisko an holl.
6
Neuze ne vo ket anavet
Na tudjentil na peizanted,
Ha gwell-ar-se.
Met, marse ni a vo en-dro
Èl dianvaezour en hor bro?
Dam! Gwazh-ar-se.
7
Evidon-me, me chom digas
Doc’h ar modoù; m’o laosk da bas.
— Libr peb unan —
Ha nag e vevehen kant vlez,
Me wisko e-pad mam buhez
Jiletoù gloan.