MARI MA MESTREZ (16)

TON: Le pâtour de Botrel.



DISKAN


Mari a zo man dous karet,

E loñ lan lêr; e loñ lan gê.

Ha hi ma c’har? Ne ouian ket,

E loñ lan lêr; e loñ lan la.


1

Ar plac’hig-se hag a garan

A zo Mari.

O un deiz mar zimezan

A vo dezhi.

Hi zo pinv’ik, koantenn ha brav

Ha ker mignon;

Ha me, netra, me en anzav,

Met ma c’halon.

2

D’ar sul pa yan d'an oferenn,

Lost an iliz,

Me sell mar welan ma fulenn

Seul gwezh, rekis.

Ha get ur galon lan a joa

A p’he gwelan,

Ar sizhun-se me gan bemdez

Hag «er géan»:


3

A pa vên-me barzh ar parkoù

É labourat,

Me dorch ’lies get ma mañchoù,

Man daoulagad.

Neoazh me soñj get plijadur

E ma mestrez,

Met gouiet ha hi ma c’har sur

A zo diaes.


4

Penaos geti e c’houlennin?

Ne gredan ket

Marse doc’h he gwelet eh in

Memp da guzhet,

An heni èldin-me a spont

Get e vestrez,

A zo gwell dezhoñ chom hemp mont

D’ober ar lez.

5

Met setu waet man dous Mari

Get un arall;

A ray èldin ar lez dezhi,

Met pas ker fall.

A pa soñjan e kement-se

Me lâr er-walc'h

Mar bin ken bac'h e mam buhez.

An diaoul man dalc’h.



DISKAN

Mari a oa man dous karet

E loñ lan lêr; e loñ lan gê.

Bremañ e’idin, netra erbet?

E loñ lan lêr; e loñ lan la.