PARDON SANT-YANN (33)
TON BAL
1
Pa vo arriu an nevez-hañv, an amzer vravañ a zo
Me yay da bardon de Sant-Yann
Heni Lojoù Diderlann
Get man dousig Mariann
Ya hon daou àr un dro.
2
Ya, ni yay hon daou ar un dro get ar memes minojenn
Ha mar pez ar vadelezh
Da lezel genin ho prec'h
Me roy man dorn deoc'h seul gwezh
Evit pas ar bazenn.
3
Èl evit pas holl ar girzhier a gement gavehomp razh,
Mont àr lein zo ret diwall
Met me ray c'haozh kement 'rall
A yay tre 'barzh an tu 'rall
Avet ho diskenn c'hoazh.
4
Pa vehomb arriu er chapel ni yay a-benn d'an oferenn
Hag evit kaout boneur
Get Sant-Yann hon patron paour
Ni zaoulino doc'h ar c'heur
E'it lâret ur bedenn.
5
Àr-lerc'h evit hor plijadur ni ray un tamm joaiusted
Hag a yay pe vehomb prest
D'ober div pe teir dro fest
Ha da glask, laosko ar rest,
Ur wezh chistr da evet.
6
En ur bas e Pont-ar-Lojoù me ray c'hoazh get ma mignon
Un div pe teir dro arre
Hon daou an eil d'egile
Evit achiuout an deiz
Ha finiñ ar pardon.
7
Ha me gaso man dous d'ar gêr get ur galon lan a joa,
Get soñjoù kaer e ma fenn
E distroin d'ar ger neuzen
A yay da gousket a-benn
Ken koutant èl ur roue.