MAN DANTER (11)

TON: La petite Anne Filait son lin,

près de la vanne du vieux moulin.

A-vihanik

Me ’m boa douget

Un danterig

Gwenn dantelezet;

Get an amzer

A zo paset,

Soñj man danter

Am eus kollet.

2

Èl bugulez,

Hrevez ar mod,

Get saout da vaes {maesa?}{maez}

Me ’m boa d’am lod

Un danter kozh

Unan brizhaj

Ha nevesoc’h {neüeoh}

Mont da filaj.

3

Diwezhatoc’h

Èl matezh vras,

Get daou muioc’h

A re gloan glas,

Un tri pe pevar

A re kotoñ

Unan seiz moar

Mont d’ar pardon

4

Me ’m boa ouzhpenn

E ma c’hredañs,

Re ruz, re wenn

Evit an dañs

Get bordoù kaer.

Jed tro distro

Hag ur baojer

E giz ar vro

5

Ha c’hoazh, kerkours

Eo din lâret,

Unan voulouz

Liv alaouret

Get bokedoù

Aour hag argant

E’it ar gouelioù {Fari? Eit d’er gouilieu}

Ma heni koant.

6

Bout em bo c’hoazh,

Mar plij get Doue,

Ar bravañ razh

Deiz man dimez,

Àrnon sklomet

Dre an hanter,

Deiz ma eured,

Ur seizenn kaer.

7

Met an Ankoù

Lan a anken,

E ma joaioù

Mar lak begin,

Neuze doc’htu

Me wisko bemdez

Man danter du

E-pad ar blez.

8

Pa vo arriu

Din da dremen,

E-raok achiu

Holl ma fedenn,

Evit Ave

Hag e’it Pater

É pedin Doue

E'it man dantér.

9

Reit din, m’ho ped;

Pas un danter

A vez gwraet get

Ur c’hemener.

E’it ho Aeled

E’it reiñ goarnis

Din da vonet

D’ho Paradoez.