ANDOUILHENN KROAZ-AN-NASION

(12)

ISTOER GWIR

Klevet hoc’h eus komz a Groaz-an-Nasion. Ar groaz-se en em gav àr an hent bras, tro-ha-tro da hanter-hent etre ar Gemene hag ar Faoued, e-tal an tenn-kroaz gwraet get hent bras Sant-Karadeg da Verne, en ur dreuziñ hennañ.

C’hwi anav marse an davarn a zo eno a-kostez? En davarn-se e arest an darn muiañ ag ar basajerion e’it kemer ur chopinad chistr pe daou da dorriñ o sec’hed, mar bez tomm, pe ur wezh gwin ardant bennak e’it tommet ar galon mar bez yen.

Tri c’hoñversour ag er Gemene, marv bremañ un tammig zo — setu perak e c'hellan o anviñ doc’h — Piero, Jozon hag Ogust, en ur vonet bep sizhun d'ar marc’had d'ar Faoued, a oa kustumet, èl ar re ’rall, da saludiñ ar chapel-se digarez kemer ur wezh, lakaat an tan àr ar butum, reiñ amzer d’ar jav da denniñ e anal ha lâret un nebeud farsoù da vestrez an ti (ur gomer hag a oa distaget mat he zeod).

Ar mare ma komzan doc’h en doa, an davarnourez-se, lazhet he femoc’h ha lakaet da vogediñ en he siminal ur pikol andouilhenn, sort ne vez ket gwelet kalz, unan ag an dibab. Dourenniñ a rae dent an tri marc’hadour-mañ doc’h he gwelet, dreist pep tra re Piero.

«Ret e vo deomp he laeriñ», a lâr-eñv d'ar re ‘rall. An davarnourez ne oa ket hemp goût o soñj. O gwelet a rae seul gwezh, éc'h ober ar lez d’he andouilhenn, ha klevet memp he doa un dra bennak.

«M'o zizho un taol bennak!» a lâre-hi dre he soñj.

An taol-se arriuas. An deiz m’ema lakaet an andouilhenn da boazhiñ, honnañ, en deus bet soñj mat da lemel ar groc’henenn vras diàr ar lein, goude mand eo bet un herrad en dour, he c’harget en-dro a gaoc’h kezeg hag he lakaet er siminal just-èl mah oa e-raok.

Deiz marc’had ar Faoued, setu an tri Aotrou en ti, èl bepret, get ar soñj arestet mat da zonet, ar wezh-mañ, da benn ag o zaol.

An davarnourez, hemp gober van a netra, digarez monet da glask chistr, a chom pell hemp tostaat d’an ti, e’it reiñ amzer dezhe da skrapiñ he andouilhenn.

«Setu ar momand», a lâr Piero en ur droc’hiñ, get e goutel, ar stag a zalc’he e pign o c’hoantadenn; he boutiñ en ur sac’h hag ar sac’h er c’harr, a oa gwraet ken fonnapl èl evet ur wezh Picherel.

«Degasit un droiad arall» a lâr unan àr-lerc’h an all.


Ret eo diskoueziñ eh omp tud a vri,

er gêr e vo chervad goude.


Arriuet er Gemene, an deiz àr-lerc’h a-benn, ema poazhet an andouilhenn. Setu hi àr an daol.

«Foeñvet he deus», a lâr Jozon.

«Pas, start a-walc’h eo; nend eo ket fouest, ’maet hañvo’ a za anezhi», a lâr Ogust.

«Nend eo ket sec’het mat. Re druz ema chomet, a lâr Piero, met bah! Troc’homp bepred!»

Ha get e goutel e esaee he zroc’hiñ.

«Nend eo ket poazh» eme-eñv. Nend a ket ar goutel a-barzh. Sort-mañ a zo gwevn.»

«Foenn a zo a-barzh, a lâr Jozon, pe geot. Kaoc’h kezeg! Ar stronk!»

«Ya, ha blaziñ a ra», a lâr Piero.

«Ac’h! Foei!» a raont-int àr un dro.

Kouilhoñ-kaer get ar vezh, setu an tri labous kuit hemp lâret ger da zen, ha neoazh, an deizioù àr-lerc’h er Gemene, an holl a ouie fars paotred an andouilhenn vrein. Ostizez Kroaz-an-Nasion, ne vanke ket àr-lerc’h a lâret ’lies d'an dri laer, get ur minc’hoarzh goapour:

Na ma andouillenn? Komzit paotred vras!

Mat e oa ar lip? C’hwek e oa ar vlaz?

«Pas pikol, komer... - Gwell-ar-se, Baltaz!»