UN DIZHADENN

(3)

En amzer mah komzan deoc’h amañ — setu a boan hanter kant vlez — ne oa ket ken stank ar skolajoù èl hiriv an deiz, na ken hentet get ar vugale. Ivez, a bouez re kêr hag ar re pinvik, da lâret ar re en doa an tu da vout skolaet — e oa nebeut, d’ar c’hours-se, an dud a ouie ar galleg. Ar vugale paour hag a venne dezhe en deskiñ en em c’hopre, ’lies mat, èl bugulion-saout e bro-Gall.

Visant an Touseg a Wern-ar-C’hroazh — pemzek vlez dezhoñ achiu ha gwraet e bask e’it an deirvet gwezh — a zaas un deiz ar soñj-se en e benn: «monet da vro-Gall da bas ur blez bennak e’it deskiñ ar galleg. Kalz aesoc’h e vo dezhoñ àr-lerc’h pa yay da vout soudard.»

Setu-eñv enta àr an hent, ur mitin e kours, hemp lâret d’e vestr na «dematoc'h» na «kenavo», na mann erbet; e dammoù dilhad en ur val lien d’an treuz àr e ziskoaz, ha daou vlank bihan hempken en e sakod (en e fiched).

É pas e bourc’h Seglian, èl unan achapet e-raok e lein, daet gout dezhoñ da zebriñ un tamm boued, ha eñv da glask ur blankad bara da di ar pober (boulanger) — Job ar Roc’h, ar violoñsour, a oa neuze boulañjer er vourc’h-se.

D’e-menn eh it èl-se, ma faotr a c’houlenn hennañ, ur farsour mat a viskoazh.

«Da vro-Gall, eme ar bugul, da zeskiñ galleg.»

«Mat, mat, a reskont ar c’handerv Job get ur minc’hoarzh, pa zahet d’ar gêr en-dro dait da man gwelet mah ouiin pegement a c’halleg ho po desket.» Ha hemp arest muioc’h, en ur grigniñ e damm bara sec’h, setu ar paotr get e hent.

Arriu e bro-Gall ema gopraet diouzhtu ha kaset a-benn da c’houarn ar saout — ur vandenn vat moarvat — en ur park bras get an tro-distro hemp garzh erbet e neptu. (Er vro-se nend eus ket girzhier èl dre-mañ). Ur pikol ki en deus e’it er sikour, gwir eo, mes kalz-ne-vern, nen deus ket bihan labour, e-pad an deiz, é redek ag un tu d’an tu ’rall; ag ur penn d’ar penn arall; ha d’an noz, goude bout bet skandalet, gourdrouzet get e vestr, ema kaset da gousket d’ar blouzeg. (Dam! er vro-se c’hoazh nend eo ket ar mod e vez gwraet ur gwele d’ar bugul-saout a be’fiañs.)

Ned eo ket waet mat ar paotr e-mesk ar plouz benn e komañs ar c’hi bras-hont da harzhal ha monet àr e dro (n’en doa ket bet amzer d’en anavout ag an deiz kentañ). Get an aon, Visant a doull er blouzeg par ma c’hell; a four a-barzh donoc’h-pe-don, a sach getoñ e zivhar hag e dreid ar muiañ ma c’hell. Netra. Ar c’hi, àr e lerc’h, a doull muioc’h e’it e-raok, ha kaer en deus, berped ema arnezhoñ; hag èl-se tro an noz, bet-hag an deiz.

An noz àr-lerc’h, ur sort.

Lâromp ar wirionez: buhez Visant an Touseg ne oa ket bourrapl er grandisioñ-se: Redek er park hemp arest, tro an deiz; toulliñ er blouzeg get an aon, hed an noz.» Ne oa ket moiand dezhoñ harz hemp chom klañv; ha eñv d’ar gêr èl mah oa daet, en ur achap.

Don mat e oa waet ar paotr Visant e bro-Gall, ivez, an hent a oa hir ha noz a oa pa arriuas e bourc’h Seglian. Soñj mat en doa a gomzoù ar boulañjer, mes penaos monet d’er gwelet get ar vezh bout daet d’er gêr ken pront. Goapaet e vehe bet a daol sur. Neoazh, glav a rae; glep e oa; naon en doa, ha get ar blank a chome getoñ, eñv da glask un tamm bara arall, ha da c’houlenn lojeris e’it an noz.

«Penaos, eme ar boulañjer, eh it d’ar gêr a-benn? Gwall fonnapl hoc’h eus skuishaet e bro-Gall.»

Visant a goñtas e zoare àr un dro sec’hiñ e dammoù dilhad doc’h an tan ag ar forn, hag en ur grigniñ e damm bara sec’h, èl berped.

«Desket hoc’h eus ur ger galleg bennak èlkent, a-wael?» a c’houlenn c’hoazh ar Roc’h.

«Pas kalz» a reskont ar bugul.

«Petra eo hennañ e galleg?» en ur ziskoueziñ an tan en e forn.

«Du feu» a lâr Visant.

«Du feu? Eme Job ar Roc’h, ya, begeg: rejoeisañs

«Na hennañ? En ur ziskoueziñ ur sailhad dour a oa eno e’it glebiiñ e frapour forn.

«De l’eau» eme-eñv.

«De l’eau? Inosant, ya: aboñdañs

«Na hennañ c’hoazh? en ur ziskoueziñ ur c’hazh blevek «añgora» a oa eno, èl ar paotr-saout, é tommet doc’h an tan.

«Un chat» a reskont eñv arre.

«Un chat? Ya sot: Juiferañ.»

Ar paour-kaezh Visant ne grede ket mui lâret ur gomz pandeogwir, e’it Job ar Roc’h, ne ouie netra mat.

Neoazh, ar boulañjer doc’h er gwelet ken skuizh ha ken glep a roas dezhoñ ar goloù e’it monet da gousket d’ar solier d’ar lein.

E-raok monet en e wele, èl m’en doa ur relijion vat èl ar lod muiañ ag an dud en amzer-se, eñv em lakaas àr e zaoulin e’it lâret e bedenn, mes ar c’hazh bras-hont hag en doa-eñv heuliet, ne rae ’maet em frotiñ doc’htoñ en ur lâret e gredo: rrroñ... roñ... rrroñ... rroñ...

«Mar ma laoskit ket da lâret ma fater, Juiferañ, tuchant m’ho kaso da vale, pelloc’h», a lâr Visant dre e soñj.

En un taol sur, eñv bas ar c’holoùenn etre e zivhar. Ar c’hazh, an tan en e fourch, a framm e-mesk ar c’houarc’h sec’h en doa ar boulañjer e korn e solier. An tan er c’houarc’h: an tan en ti; tuchant, e kement lec’h a zo. Spontet get an aon, Visant an Touseg a ziskenn d’an dias get pazennoù an dergei, peder ha peder.

«Ema Juiferañ d’ar lein, ha ma ne gasit ket aboñdañs tuchant e vo rejoeisañs» a huch-eñv d’ar boulañjer kentoc’h e’it n’er lâr, ha eñv er porzh en ur redek.

Job ar Roc’h, souezhet, boemet ken e oa digor-kaer e veg getoñ, hañval ur skolaer é klask deskiñ d’ar re ’rall ar pezh ne oui ket e-unan, ne gomprene ket ar c’homzoù-se. Eñv a soñje kentoc’h, doc’h er gwelet ken treboulet, e oa daet ar paotr-se da vout foll. En un taol neoazh, eñv a wel an tan en e di, ’benn eno e oa arriu Visant an Nogel. ’Benn e arriuas e Gwern-ar-C’hroazh, ne chome ken a di Job ar Roc’h ’maet ar vañgoaraj hag un tammig ludu.

Tizhet mat e oa bet ar boulañjer d’ar paotr-saout a-ziàr-benn d’ar goap en doa gwraet anezhoñ.

Ur lâre a zo, ha nend eo ket me en deus-eñv gwraet:

A gement a ra goap

Doc’htoñ e stag.

Diwallomp enta: kement-se a zo gwir.


Komper.