UR PREDEG HEMP PAR

(22)


Hon tud kozh gwezharall hrevez klevet lâret, a oa bourrusoc'h ei'domp-ni ha plijadur vras o deze é ober bourdoù an eil d’egile, kerkours ar veleion èl ar re ’rall, hemp ne veze kavet netra fall da lâret ha hemp em chifiñ èl ma raer hiniv an deiz ken fonnapl.

Piv n’en deus ket klevet komz a droioù an Aotrou Kerdavid person Lokuon? Kaset e oa bet kuit a Bondi ’enep d’e voloñtez ivez, e'it gober goap anezhe, eñv yaas d’o gwelet un deiz get kozh dilhad fall, e vlev er-maez ag e dok, d’ar fourch àr ur c’hozh javig treut get ur c'holc'hedenn gwraet get plouz edantoñ, ur pod-kambr e-pign doc'h pep tu, ur vazh hir en e zorn ha eñv troet da gavet penn àr-dreñv ar Ioen. Razh bugale kêr àr e lerc'h dre ar ruioù.

Ur wezh arall c'hoazh é eurediñ ur verc'h yaouank hag a oa bet un tammig diroll en he yaouankiz, an Aotrou Kerdavid en doa hi strimpet kement ken e oa gleb-dour he c'horfkenn seiz ruz, he danter seiz moar, he c’houef bras dantelet... ha mezh dezhi he gwalc'h. Met allas! Ar mare àr-lerc'h en ur zonet da welet he mamm gwall-glañv, èl mand ae doc'h he c'hofesat ema serret an nor, alc’hwezet ha dalc'het en ti: «Gwrait ho kofesion en-dro, a lâr-eñv d’ar vaouez klañv, pandeogwir n'hellan ket monet kuit.»

«Ya Aotrou person, a lâr an heni gozh, skuizh é kofesat gwraet he doa ur pemp pe c’hwec’h kwezh — ar plac'h sot-se en deus alc’hwezet an nor, met pa garehec'h monet dre ar lukan, ho treid kentañ, e pasehec'h aes-kaer.»

Setu waet an Aotrou Kerdavid er lukan betak e zigazel met setu-eñv chomet eno, e ziskoaz ne basent ket. Ar plac'h hag a oa, doc’h en gortoz er porzh get ur vazh pe ur skubelenn a gomañs troc’hiñ àr e ziàr-dreñv ha e fesennoù: Zou... zou... zou. Daet c’hoazh Aotrou person da gousi man dilhad kaer, ma re vravañ! Ha zou... zou... zou.»

’Benn ar fin, get an dud arall, ema arestet taoloù ar plac'h ha diboaniet ar beleg.

Mar gavet an tu da bas e Kêrioù-uhel Lokuon c'hwi welo c’hoazh an tiig plouz-se get e lukan.

Piv n'en deus ket klevet komz ivez a farsoù an Aotrou Lopin marv nend eus ket pell ’zo person e Persken? Piv n'en deus ket klevet komz ag ar pladoù drailhet en doa servijet d’an Eskob hag ar gloestroù chomet a-strev dre an ti hemp bout rañket a-feson erbet?

«Perak, eme an Eskob, ema torret razh ho pladoù, hag ho meurbr nend int ket en o lec'h?»

«Perak, eme Lopin, e chañchit parrez din re ’liés ken end eo torret razh ma zraoù ha ken ne talv ket ar boan din plasiñ ma meurbr.» Ha traoù arall; ha traoù arall...

C'hwi wel enta penaos hon tud kozh ne ouelent ket bemdez, hag e ouient gober farsoù ha bourdoù hemp par sort ne vez ket gwraet ken. Bremañ, selaouit mar plij genoc’h ar predeg hemp par ivez a venn din kontiñ deoc’h hiniv.

Setu pell ’zo, pell ’zo, ur personig kozh ag ur barrezig vihan a gostez ar Gemene — ag ar Merzher moarvat — a oa diskoñfortet é welet an aheurtamant ag e dud troet d’ar fallantez, ha ne chañchent ket tamm, daoustoc’h d’ar predegoù ha d’an avizoù mat a rae dezhe bep Sul ha dalc’hmat Dam! A-viskoazh ar bourletaj a zo bet tud heurt ha fall er-walc’h ivez. Ur Sul eñv lâr d’e veudo pe sakrist: Kasit, eme-eñv, genoc’h àr lein ar lambrusk ur vrec’had stoup ha seul gwezh ma lârin em fredeg: «tan ag an neñv diskennit àrnehe», c’hwi laosko da gouezhel un torchad stoup get tan flamm a-barzh.»

An Aotrou person a gomañs e bredeg èl berped: «Ma zud vat. Mam breudeur ha ma c’hoarezed kristen, setu pell ’zo eh on é lâret deoc’h chañch a vuhez; gober ar mad ha dilezel ar fall. Ne venn ket deoc’h sentiñ, ama! Tan ag an neñv diskennit àrnezhe.»

Brrrrou,.. Ur gaouhad tan a gouezh a-dreist o fenn. An holl a griz hag a hiris. Hag ar beleg da bredeg hemp arest àr gourc'hemennoù Doue ha re an Iliz, àr ar pec'hedoù kapital, ha seul gwezh da lâret: «Tan ag en neñv diskennit àrnezhe» ha seul gwezh an tan flamm a gouezhe d’an dias.

’Benn ar fin èl mah lâr ar beleg c'hoazh: «Tan ag an neñv diskennit àrnezhe» e vez gwelet ar sakrist é astenn e benn dre un toull ag ar lambrusk: «ya, Aotrou person, met achiu eo ar stoup» Ha.. ha.. ha.. ha.. setu sachet en un taol, get an dud, ur skrign hag ur fars just er-walc’h pa yae ar gwellañ razh ar predeg ha prest an holl d’en em goñvertis get ar spont hag an doujañs.

Met ar person a lâr dezhe:

Ma zud paour, ma n’hoc'h eus ket aon ag an tan stoup-mañ, diwallit doc'h an tan ag an ifern. Eno ne vo ket a farsoù. Eno ne vo ket klevet ’maet huanadennoù hirvoudus, garmerezh hag ur gri forzh; tamallasion ha mallozhoù e kreiz chourikerezh dent...

Diwallit! Diwallit!...

Ar vatezh hag a oa daet da glevet ar predeg braouac’hus-se a yaas neuze d’ar gêr fonnapl d’achiu dareviñ (cuire) he merenn, da lâret eo d’achiu poazhiñ he filigad yod. — Dam! d’ar c’hours-se ne oa ket gres ar frikot. Allas! E-pad ma oa en iliz, ar yod a oa daet da vout flour, flour èl ur bannig dour. Monet d’er lâret d’he mestr ha gober heni arall a oa ar gwellañ. N'helle ket neoazh monet d’ar c’heur a greiz an oferenn met ur mod a oa er barrez-se, ar person a oa ken disoñj ken e veze ret d’unan bennak, ar sakrist, ar vatezh pe un all reiñ an ton dezhoñ eit seul kan. Just er-walc’h èl mah oa é arriu edan ar gordenn kloc’h, e oa bourdet ar person. Ar vatezh ne ra ket a gampe met reiñ an ton en ur lâret .

«Na flour eo ar yod ha flourat a ra.» Hag ar beleg da respont:

«É lakaat bleud a-barzh e kaleta.»

Maet gwir eo a lâr ar plac'h en ur vonet kuit ar momant mah oa ar person é achiuout e gan en ur skoiñ àr e galon.

Agnus Dei qui tollis peccata mundi...

Piêr Lampampi.