AR POD-HOUARN
(17)
Kalz a dud a zo — lâromp kentoc’h an darn muiañ e’it nepas lâret an holl — a gred penaos ar madoù hempken a ra ar levenez er vro-mañ, penaos hemp danvez nend eus ket a eürusted. Setu amañ un istoer paset er vro, nend eus ket c’hoazh hir amzer, hag a ziskoueza deomp splann penaos kement-se a zo ur gaou mat.
D’ar c’hours mah komzan deoc’h, ne oa ket e kornad Sant-Houarnoù na marse e parrez Lanwelan a-bezh, daou zen ken eürus èl Loeiz ar Pochad ha Janton ar Drouilhenn e bried. Daou zen paour e oant, un tiad bugale dezhe ken tener kazimant unan èl an all, ha daousto n’o doa e’it o magiñ hag o desav ’maet an tri-ugent skoued a c’houneze Loeiz èl portour miliner e Milin ar Baradoez, ne vehe ket bet kavet e neptu, nag un ti bras, nag un ti bihan, nag ur maner, nag ur loj plouz ker bourrus ha ker gae èl heni an daou zen-se e Kerdrein, daousto dezhoñ da vout ag an disterañ. A-c’houde ugent vlez paset e oant dimezet, biskoazh ne oa bet etreze na fachamant, na tabut, na komz erbet a-dreuz a gement e talv ar boan da lâret.
Lâret e vez penaos ur c’holl, ur gwalleur, ur gwallchañs ne arriu ket biskoazh e-unan. Ama! get ar chañs vat ema ur sort.
Un deiz, un doare souezhus a arriuas get Loeiz hag e vaouez. Ur yeontr dezhe, ha n’o doa ket klevet komz anezhoñ biskoazh, a oa marv en Amerik en ur lezel gete razh e zanvez: mil ha mil a skouedoù.
Hemp goût dezhe, setu int pinv’ik en un taol. Prenet o deus tachennoù e kement lec’h a zo: e Pleurdud, e Lokuon, e Leskoed, e Melioneg... Gwraet ur maner kaer da gavet Fin-ar-Bed du-se, hag argant a chome c’hoazh, lan.
Mes, allas! bamet get an traoù-se ken end int sot, setu int daet da vout daou vambocher bras: mezv bemdez, trouz bemdez, prosez, tabut, chikan, laterezh, bec’h, kann... un ifern setu. An daou zen-se hag en em gare kement gwezharall, n’en deus mui, an eil e’it egile, ’maet kaz, malis ha tamallasion. Ne gomzont ’maet a lazhiñ.
Ur Sul, àr-lerc’h an overenn-bred, Loeiz, en ur arriu er gêr, divezv enep d’an ordiner, a chouk àr an daol en ur soñjal er peoc’h hag en eürusted ag e vuhez paset, hag en diskoñfort ag an heni a dremene neuze, a pa arriuas ar vestrez hag ar mevel. (Lâromp etrezomp, hemp gober d’en anavout da heni, penaos e oant daou vignon mat ha koutant bras d’em zijabliñ ag ar paour-kaezh Pochad, a-benn p’o dehe kavet an tu.)
«Mezv ha kousket eo ar mestr, a lâr Janton, setu ar momant: krougomp-t-eñv doc’h an treust.» Ha goude en devout paset ur gordenn en-dro d’e c’hoûg, hag àr-lerc’h, dre un toull ag ar blañcheris, int o daou d’ar solier da sachiñ e’it er pigniñ d’ar marv.
Eürus e’it ar boulom Loeiz a oa divoem. Kentizh èl m’o deus, o daou, savet en dergei ha waet er solier, eñv lamm ar stag a-ziàr e c’hoûg, ar sk’lom àr zreinenn ur pod-houarn Ian a avaloù-douar poazhet d’ar moc’h a zo penn an daol, hag e chouk en-dro hemp lâret grik.
Setu ar pod-houarn doc’h an treust (ponner mat a gave d’ar Drouilhenn ha d’he c’hoñsort e oa ar Pochad), ha int dre an nor àr-dreñv, hemp sellet doc’h o zorfed, da gavet ar maer, d’en avertis penaos Loeiz ar Pochad en doa em wallet.
E berr amzer emaint dastumet razh: ar maer, an adjoent, an testoù get Janton ar gentañ, e ti an den krouget-se. Mes, na pezh ur souezh! Gwelet krouget hembken ur pod-houarn bras, troadek, Ian a avaloù-douar poazhet d’ar moc’h, ha doc’h an daol, Loeiz ar Pochad é tebriñ un tamm bara ha kig get ur skudellad vat a chistr.
An deizioù àr-lerc’h, get ar vezh, Janton ar Drouilhenn hag he mevel a guitaas ar vro e’it monet da Bariz. Mervel a raas pront, ’benn un herrad amzer goude, en ur c’hlañvdi (hôpital), lazhet d’an evaj ha d’ar vizer, ha dilezet get ar labous-kailh-se re yaouank eviti.
Loeiz n’en doa ket bet muioc’h a chañs. Koustumet doc’h an evaj get an diskoñfort, eñv em daolas c’hoazh da evet gwazh e’it e-raok. Debriñ, pe kentoc’h, dismantriñ a raas razh e vadoù, hag an deiz mah varvas, ur blez bennak àr-lerc’h, e kreiz ar vizer brasañ, ne chome mui getoñ blank erbet ag an danvez bras en doa heritet.
Ne vehe ket bet gwell dezhoñ ha d’e dud bout chomet hed e vuhez portour miliner e milin ar Baradoez, get e dri-ugent skoued ar blez, hemp anavout an heritaj bras-se?
Geo, ama?
Yann ar Lann.