BREC’HAD MAEN AN DIAOUL

(4)


N’hoc’h eus ket klevet komz gwezh erbet a bont sant Kadoù? Pas sant Kadoù Sant-Karadeg, er c’hornad bro-mañ, e-menn eh on bet ’lies er pardon en ur ganiñ a bouez da ’m fenn:

Distroit du-mañ, merc’hig iaouank, nend eo ket da Lokmac’hloù?

Ha ni yay a-benn disul da bardon Sant-Kadoù.

’maet sant Kadoù an Arvor e parrez Belz.

Sant Kadoù a oa é chom en un enezennig vihan e kreiz gwazh-vor an Intel, hag an diaoul en doa gwraet marc’had d’ober ur pont monet d’an douar bras en ur zifrae:

«Ar c’hentañ er paso a vo din, eme-eñv.»

Sant Kadoù a gemeras ur sac’h hag ur c’hazh a-barzh. Doc’h er gwelet é tonet d’er c’havet, an diaoul a c’hoarzhe: ema ar sant din, a soñje-eñv, met Kadoù a zigor e sac’h, er framm er maez hag a-raok: «Chat! chat!» Setu paset ar c’hentañ àr ar pont. Get ar valis, an diaoul a ziskar korn ar pont en ur vonet kuit.

E’it lâret gwir, d’ar c’hours-se an diaoul a veze tizhet ’liés en e varc’hadoù; ne oa ket ken fin, na ken fall, na ken kuzhet èl bremañ.

Met, nend eo ket an istoer-se a fell din kontiñ deoc’h, met heni brec’had maen an diaoul.

Nend oc’h ket bet biskoazh e pardon Kelwen benniget dre an hent kozh a bas e Trevanoù-Gwern (kêr an nervenn-doull?) Nann? Kenev’it-se ho pehe gwelet, a-dreist Kermiliner, àr lein ar menez, ur piskol maen hir, plom en he sav – brec’had maen an diaoul — hag eno just er-walc’h en em zastume gwezharall an c’horriganed e’it gober o deverrañs, pandeogwir, un deiz, un den é tremen e-tal ar maen bras-se a gav unan ag en dudigoù-se.

— D’e-menn eh it èl-se, man den mat? a c’houlenn-eñv get an den-mañ.

D’ar Gili-Malgeneg, eme hennañ. D’un eured.

— Mat, eme ar c’horrigan, lârit neuze da Souri ema marv e Douri.

— Penaos e anavin-me Souri? eme an den.

— Kuit a anavout, n’ho po ket ’maet lâret ar c’homzoù-se doc’h taol. Pa oa doc’h taol sur, get pred, an den-mañ a lâr a vouezh uhel: «Lâret a zo din lâret da Souri ema marv e Douri.» — Oue-e-e-eh.» An holl a glev ur gri yen ha hirisus hag a wel un dra du é achap a zan an daol èl ur luc’hedenn. Ar paour-kaezh korrigan anvet Souri a oa eno é serriñ an tammoù bara a gouezhe get re an eured.

Met penaos e oa bet dastumet ar vein bras-hont àr lein ar menez-se? Setu ar pezh a fell din lâret deoc’h.

Tostik-tra d’ar maen hir-se hag a chom bremañ e-unan — Brec’had maen an diaoul e oa gwezharall (pegours? heni ne oui) ur maner kaer ha kavet e vez c’hoazh hiniv (kement-mañ a zo gwir), en ur duriellat an douar, restajoù magoaraj. An Aotrou en doa lakaet en e soñj gober ur vur tro-distro d’e zouar met, daoustoc’h dezhoñ bout pinvik mat n’em gave ket anzav e-unan donet da benn ag ur labour ken bras. Eñv raas marc’had doc’h an diaoul.

Ar marc’had ne oa ket hir. Un diferasion hempken. Ar vur a vehe bet gwraet en un noz, ha mar behe bet prest e-raok en dehe kanet ar c’hog, an Aotrou a oa d’an diaoul. En eskemm, e labour en dehe kollet mar dehe kanet ar c’hog e-raok achiu.

«Sur on da c’hounit, a soñje an Aotrou, gober ur vur ken hir e ken berr amzer? Ret e vehe bout gwazh c’hoazh e’it an diaoul daoustoc’h dezhoñ bout Ioen er-walc’h.»

Allas! fariiñ mat a rae. Setu arriu eno diaouled forzh pegement, re vihan ha re vras èl berpet ha brec'hadoù mein é vonet gete a gement-tu a zo. Prest eo ar vur d’achiu hag ar c’hog ne gan ket. An Aotrou en em dourmante: «d’an ifern on sur monet tuchant, a-benn.»

Ar vatezh a c’hoarzhe doc’h er gwelet ken chifet.

«Ar c’hog ne gan ket? Eme-hi, aes er-walc’h eo er lakaat d’ober, n’en deus ket ’maet soubiñ e lost en ur sailhad dour fresk hag e kano diouzhtu.»

Kentizh sur, èl mand eo soubet en dour, ar c’hog a gan: «Kan-kelan-kelan. Nend in ket-me d’an Oriant.» Razh an diaouled a arest get o brec’hadoù mein hag a ya kuit fonnapl, kollet dezhe o labour. Ar vein-se chomet àr o lerc’h veze gwelet, ken start èl mah krogent, lec’h o daouzorn, o divrec’h ha betak o bouton krampouezh.


Olier an Tad Segal.