AN DIZANSION* (76)
TON GALLEG
-AR PLAC’H-
Mar laosken ac’hanoc’h
Donet da man gwelet,
Me ho kare muioc’h
E’it ne raen den erbet.
M’ho tegemere mat
A pa zaec’h da ma zi,
Ha gober kalonad
Din, me, bremañ ker kriz?
Nend oc’h ket ma heni.
2
Mar hoc’h eus dalc’het soñj mat
Me yae genoc’h diouzhtu,
Er foarioù, er marc’had,
Da goroll ’barzh ar c’hovu.
En davarn a-kostez
Eh omp bet àr un dro
’Lies é klask kafe
Met bremañ: kenavo
Ha nend eo ket en-dro.
3
Me ’m boa roet ma c’halon
Deoc’h ha ma c’harantez;
C’hwi a oa ma mignon
Ha bet hed ho puhez.
C’hwi hoc’h eus man gwall aozet
Get ho komzoù re fall,
Ivez deoc’h glac’haret
E lâran klask un all
Soñjal ennon ne talv.
4
A pa pize karet
Bout gwraet ma santimant,
Ho tous vehen berped
Ha c’hwi c’hoazh man galant.
Ya, en ur gemer sur
Genin an tu bravoc’h,
D’am c’havout , plijadur
Am behe bet genoc’h,
Met bremañ setu — kaoc’h.
5
O pas, pas, e’it biken
Nend eus ket a bardon,
Lakaet am eus em fenn
N’ho po mui ma c’halon.
Marse ar garantez
A ray un all fidel
A vo kerkours
Èl hos heni pe gwell.
Kerzhit doc’hin-me pell.
-AR PAOTR-
DISKAN
Man dous karet, selaouit ma fedenn ;
Lan a c’hlac’har e lâran deoc’h a-benn :
Pardonit din e’it bout deoc’h displijet
Ha chomit c’hoazh, din-me, man dous berped.