KEMENEREZ DIDERLANN

(10)

TON KOROLL

Me zo-me kemenerez en ur pezh a gornad

A zo anvet Diderlann e-tal lann Penndavad,

Ha me chom e Kergohann e-tal Gwazh-fantan-vat.


N’houlennan ket er c’huitat evit unan na daou

Ken arriuo e ma zi, evidon, an Ankoù

Hag e lârin kenavo e’it mat d’an holl broioù.


Neuze evit achiuout e vin kaset e’it mat

Da vered bourc’h Seglian a-dreuz lann Penndavad,

M’ho ped da zont àr mam bez da bep kours, paterat.


Met da c’hortoz kement-se, pa savan da vitin,

Evit gounit man devezh n’em eus ket-me anken,

Me ya kerkours da Kerrec’h pe ya da Boullvelin.


Ya, me ya-me da Kerrec’h, Toullgoad ha Plouderian.

Hag a-dreuz lann Pendavad, a ya tre da C’hovran;

Me chom kalz tostoc'h d’ar gêr pa vez re a c’hoañv.


Me ya c’hoazh da Gerbernez, Lojoù ha Gergomel.

Me ya d’ar c’hêriou tost kerkours èl d’ar re bell.

Pa vên skuizh me chom er gêr ha me gred e ran gwell.


Holl an dud ag ar c’hornad a zo, genin, gwisket.

Me ra o dilhad pemdeziek ha suliek pa vez ret.

A pa vez dober, seul gwezh, emaint c’hoazh peñseliet


D’ar merc’hed me ra o brozh hag o danterioù kaer;

D’ar baotred me ra o sae, marjennoù, bragoù berr.

Bonedoù d’ar vugale p’am bez un tamm amzer.


D’ar merc’hed o jiletoù, korfkenn ha hivizenn;

Hag àr lein o c’hapuchon me stag ar voulouzenn

D’ar baotred get ou chaosoù me ra c’hoazh o burenn.


Ivez er c’hornadig-se me zo ur vaouez daet mat

Met piv? a p’am bo e’it mat, serret man daoulagad,

Piv a zay e ma lec’h-me da gempenn o dillad?


Piv a vo kemenerez e kornad Diderlann

Hag a ray e ma lec’h-me Sant-Senon ha Sant-Yann?

Met dalc’hit un tammig soñj ac’hanon Mariann.