BLEV MELEN MA MESTREZ (17)
TON NEVEZ
Melen èl aour, dous èl voulouz,
Netra ne ra din brasoc’h joa,
Èl gwelet blev melen man dous
Pa vênt dispak àr he diskoaz.
Doc’h o gwelet é lugernal,
Heni n'en deus re vrav èlti.
Pa vênt distennet àr he zal
N’hellan ket gwelet penn he fri.
2
Da vitin a-benn pa sava,
Àr he sav dirak ur miloer,
Get ur grib hi o diluzia,
Doc’h he gwelet me gava kaer:
Laoskit-me d’o diluziiñ deoc'h,
Ha m’o distenno penn-dar-benn,
Hag o lakay c’hoazh kalz bravoc'h,
Hag o ranno deoc’h àr ho penn.
3
Roit din man dous, èl «souvenir»,
Un dornadig blev anezhe,
Int zo ken tev, int zo ken hir,
Ne spleto ket e-mesk gete.
Met piv en do, get ur sizailh,
Ar galon d’he fas àr ho penn
Ha d’ober geti un antailh
E kreiz ho pennad blev melen ?
4
Gouarnit enta ho plev ken kaer,
Daousto em behe plijadur
Kaout na ne vehe met teir,
Ne rin ket poan deoc’h a-dra-sur.
Met hemp reskont din hi zispak
He blev melen-koar da droc’hiñ
Ha get ur sizailh hi zistag
Un dornad din en ur oueliñ.
5
Adal en deiz-se e c’houarnan,
En ur vedal doc’h ma c’hostez,
Blev melen man dous karetañ
Hag e c’houarniñ pad mam buhez.
Ur c’hres a c'houlennan hempken
Hag a ran a greiz ma c’halon;
E tain da vout he fried ’benn fin
Evit diluz blev ma mignon.