AR PAPILHON (73)
TON
Le petit navire ou Le petit mousse.
1
Ur wezh e oa
Ur papilhon
Livet ken gae
— Bravat ur loen —
2
Ar papilhon
Nije ken fier
Da greiz kalon
Ur boked kaer.
3
Eñv yae eürus
Dre ar stankenn
Ken lugernus,
Ur steredenn.
4
Doc’h er gwelet
Kaer ha didrouz
Èl ur boked:
«Eñv eo man dous.»
5
Met a-c’houde
Eh omp pried,
Ar boked-se
A zo goeñvet.
DISKAN
Papilhon-se
Oa ma mestrez,
Ker brav bemdez
Èl ur werc’hez , o gê, gê, gê,
Get he c’houef gwenn, o gê, gê, gê.
Àr lein he fenn, o gê, gê, gê.
Un c’hoantadenn, o gê, gê, gê.
Pep labous
Da man dous
A oa dezhi mignon
Ha diaes,
Ya ’lies,
Gaven e ma c’halon.
Met daousto get plijadur,
Evomp chistr a werennad
Rak bout e vez a dra sur,
Get merc’hed, bras kalonad.