KLEC’HIER SEGLIAN
TON NEVEZ
1
A pa glevan klec’hier
Bourc’h Seglian é son,
O bouezh lan a zouster
A rejouis ma c’halon.
Dig-Din-Don.
2
En un tour kaer, uhel,
Gwelet pell a ziàr-vaez,
O son a reskont gwell
E pevar c’horn ar barrez.
Dig-Din-Don.
3
Son a raont da vitin,
Da greistez ha da noz.
Son a raont ken sklintin,
Ken gae ha ken dispos.
Dig-Din-Don.
4
Gwezh-a-vez lan a joa;
Gwezh arall get glac’har;
Hag e-pad hor buhez
Tra ma vehomp àr an douar.
Dig-Din-Don.
5
D’ar sul a pa sonont
D’an dud d’an oferenn,
Holl ar barrez koutant
En em dolp a vandenn.
Dig-Din-Don.
6
Pa yaomb da vadeziñ
Bihanik d’an iliz,
C’hwi o c’hlev é soniñ
Ken gae ha ken joaius.
Dig-Din-Don.
7
Pa raomp hor pask kentañ
Àr un dro konfirmiñ,
Int a son d’ar «géan»
Evit hon enoriñ.
Dig-Din-Don.
8
Diwezhatoc’h, un deiz,
Pa choazomp hor pried.
Emaint é son arre
D’an oferenn eured.
Dig-Din-Don.
9
E’it an holl é sonont
Da bep kours ha termen,
Met ar muiañ a raont
Pa vehomp waet da dremen.
Dig-Din-Don.
10
Hag àr-lerc’h ’lies c’hoazh
E’it lâret d’an dud vat:
«N’ankouazhit ket biskoazh,
D’ho tud varv, paterat. »
Dig-Din-Don.
11
Gwezh-der-wezh, d’an holl dud
A barrez Seglian,
D’an eur ha d’ar munut
Merchet e’it peb unan.
Dig-Din-Don.
12
Klevit klec’hier mam bro
Ma’m bez anken ha joa.
Un deiz pa vo ma zro,
Din e sonint ivez.
Dig-Din-Don.
13
Sonit neoazh klec’hier
Evidomp-ni ’lies.
D’ho klevet hir amzer
E c’houlennan ar c’hres.
Dig-Din-Don.