AN DORNEREZ (70)
TON A BOZ
An dornerez,
C’hwi, c’hwi, c’hwi, pa c’hwitell,
Me laka pres
Hag a hast par mah c’hell,
Me dap ma forc’h,
Me gavlod, ma rastell,
Ne ran ket forzh
Hej-plouz pe «dic’hoaspell».
A pa soñjan
’Barzh an amzer baset,
Ar mod gwellañ
Veze neuze gwelet
Kemer ur frailh
Ha skoiñ ag ar startañ
Dehoù doc’h kleiz
Ha sach d’ar re kreñvañ.
2
Daomb d’an akord
A lâre meur a re;
D’er frap ur sort
E’it an dornour nevez.
Ar frailh, allas!
E zo waet a-kostez,
Me gred nepas
Gwelet vez c’hoazh bep blez.
3
Setu arriu
An dornerez-machin,
Komañs, achiu,
’A-benn e vêr er fin.
Met pa soñjit
E chom c’hoazh da c’hober
Forzh pegement
Seizh tachenn e pep kêr.
4
Machin a jav,
A dan pe a betrol,
Heni er vro
Ne blijo mat d’an holl.
Ar frailh neoazh
Get gwalenn ha tedouch
A zorne razh
Pa oa ma zad kozh chouch.
5
Neoazh get gres
E lâromp trugarez
D’an dornerez,
Ne vez ’maet glav bemdez;
Avel, tampest.
Nend eo ket mui èl kent
E kreiz miz Eost
Ema miz an azvent.
6
Kaoc’h a lâran
Bremañ pand eus daet heol,
Chom a rin klañv
Get dornerez an diaoul,
Mat eo hemb kin
Da verrat hon buhez.
Kuit a vachin
Ni ray seizh bann bamdez.