AR BOULOM (75)
TON: Ar vaouez gozh a vourc’h Elven.
1
A pa oan-me ugent vlez
Me oa-me ur paotr koant.
Ne oa ket er c’hornad-se
Ker labous na vailhant.
Met an amzer goude
E’idin en deus paset,
Ha bremañ nend on-me
’Maet ur c’hozh den kroset.
2
D’ar c’hours-se me yae d'ar foar
A yae d’ar pardonioù.
Get man dousig àr er gêr
Hag àr un dro hon-daou.
Met bremañ hemp fichal
Er gêr ema ret chom,
Den yaouank gwezharall,
Hiriv eh on boulom.
3
Er parkoù é labourat
Me rae a bep feson.
Berped kours ha diwezhat,
Dalc’hmat adal kalon.
Met bremañ get mam bazh
Me chom tostik d’ar gêr.
Gwraet eo ma labour razh ;
Achiu eo ma amzer.
4
A pa yaen-me da zañsal
Ne oa ket èldin c’hoazh.
Me rae ar fest hag ar bal,
Hag holl an dansoù razh.
Met bremañ n’hellan ket
Gober èl em eus gwraet;
Man divhar a zo reut
Ha ne gerzh ket ma zreid.
5
Evit lezel ur poz kan,
N’oa ket èldin arre.
Joaiusted a veze lan
E-menn e vezen-me,
Met, mar oan ur mat kent
Falloc’h on e’it heni.
Kollet eo din man dent
E’it kaniñ nend on mui.
6
Met me c’hell reiñ un aviz
D’an holl a zo yaouank,
’Balamor d’am c’hozhoniz,
Selaouit-me hemp mank:
«Kemerit plijadur
Bremañ a pa c’hellit,
A p’ho po, a dra sur,
Ma oad, n’hellahet ket.»