1
1
AR VELO PE MARC’H-HOUARN
MERC’HED AR BREZEL (45)
TON DA GOROLL
An nozoù zo berraet ha hiraet an deizioù
Paset eo an amzer da vont d’ar filajoù
Bremañ ne vo ket mui kartoù na domino
Met deomp buan d’ar marc’had prenomp pep a velo
Hag a pa vo hon soñj, mar vêmp yac’h ha dispos
Ni ray «rouli-roula» ag ar mitin d’an noz
Pa vo arriu an hañv ni yay d’ar pardonioù
D’ar re dost, d’ar re bell doc’h em gavo an traoù
Ni yay àr un dro pep unan e varc’h-houarn
Ha valeo neuze krog mat en e ziskouarn.
Dre bardon bleuñv Ploue e vo gwell deomp komañs
Èl-se ema ar mod ha ne talv ket en chañch
Ni yay da Sklaerder Baod, yay da Sant-Korneli
’Zay dre an Neizin d’ar gêr en ur bas dre Bondi
Mar n’houlennomp ket chom e Sant-Yann Seglian
Ni dreuzo ar Faoued yay da santez-Barban
Ni yay c’hoazh d’an tu ’rall, da Vur, da Lanniskad
Ni yay tre da Wengamp e bro ar C’hernavad
En ur zistroiñ d’an diaz da gavet bourc’h Mêlrand
Chapel Santez-Anna a gavehomp koutant
Goude bout bet enni lâret pep a bater
Ni zistroay da Wened el lec’h donet d’ar gêr
Ha ma n’houlennamp ket donet c’hoazh àr hon giz
Ni dreuzo an Naoned a yay tre da Bariz
Mar droa memp en hon penn ni yay razh da welet
Pep unan e c’halant a zo ’c’houarn ar Boched
Goude mar gavamp kaer, mar gredomp gober gwell
Ni chomo en «tranchée» bet-hag fin ar brezel.
Pa vo sinet ar peoc’h ni zay holl àr un dro
Soudardet ha merc’hed d’ar gêr àr hon velo.
Diwezhatoc’h un deiz pa sono ar bombard
Àr hon velo arre ni yay holl d’ar chervad .
Ar brezel zo achiu, ar «poilu» zo er gêr
Paset eo ar chervad, kavet hom boa deverr.
— Ar marc’h-houarn a-kostez a zo chomet merglet
Me gred nend eo ket mat d’ar merc’hed dimezet.
Notennoù Yezh
AR VELO PE MARC’H-HOUARN / belo / bisiklet
nozoù {nozioù}
zo berraet {berraat D berrat}
ha hiraet {hiraat D hirat}
deomp {deomp D dam(b)}
{pep (peb / bep )} a velo
hon soñj {hor soñj hon soñj},
mar vêmp {bemp = stumm boaz! GAG /vemb/ vezomp}
ober rouli-roula}
d’ar re bell {fari en destenn re ha n’eo ket dé}
doc’h em gavo an traoù { doc’h em gavo an traoù}
pep {pep ?} unan e varc’h-houarn
ziskouarn. {diskouarn ar velo !}
bleuñv D bleu} Ploue
gwell {gwell/gwelloc’h}
ne talv ket en chañch {ne talv ket ar boan D’ta(l)/(r) tcheu boen}
an Neizin {Neizin D Nein}
Mar n’houlennomp ket{ur fari zo n’eo ket Mar m’houlennomp ket / Mar n’houlennomp ket kentoc’h / ne c’houllomp ket = ne fell ket deomp/ n’houllomp ket}
da Wengamp e bro ar C’hernavad {Gwengamp zo e bro-Dreger!}
En ur zistroiñ {distreiñ}
d’an diaz {d’an diaz / d’an niaz}
a gavehomp {kavehemb / kavimp}
Goude bout bet enni {enni /én hi / er chapel enta}
pep a bater + pep a velo!
el lec’h {el lec’h / e lec’h}
dont àr hon giz = distreiñ / donet en-dro}
an Naoned {D en Nañned}
razh {razh / rac’h / rac’h’bezh ! = rac’h a-bezh / tout /
Pep unan e c’halant e zo ’houarn ar Boched {?? Galant??/ gallont?}
bet-hag {bet-hag fin ar b./ «beta» fin ar b. a vehe gwell}
brezel {al Leoniz a lâr ar vrezel}.
hon velo {hon velo/hor velo/hor belo!}.
ar bombard {bombard> gourel !}
ar chervad {chervad/friko/pred bras}.
hom boa {hom boa / hor boa /hum boé}
deverr {deverr (dibabet amañ )/ diverr / deverrañs = didu / diduell / diduamant}.
a-kostez {a-kostez /a-gostez}
merglet {D melget «l» v «r» }
nend eo ket mat {nend eo ket mat/n’eo ket mat}