AR FILAJOÙ (47)

Kours ar brezel

TON BAL

Seul gwezh mah aomp-ni da filaj

D’unnek eur e vez c’hoazh evaj.

— Evaj d’ar paotr, debraj d’ar plac’h

An daou d’an heni a vez yac’h

— Hanternoz gres d’arriu er gêr

A gement-se nend omp ket fier

— Mall e vo lâret deomp hun si,

Re bell e chomomp da c’hoari

Da c’hoari kartoù, domino,

An amzer bas hemp dont en-dro

— Bremañ an C’hoareiz benniget

A ray deomp amzer da gousk

— Met hon pask pa dahomp d’he c’hlac’h

Marse ni do-hi get ar vazh

— Pet e vehomp-ni ’barzh hon bandenn

Nav pa vehomp razh ha pas ouzhpenn

Ha mard int koutant èldin-me

Ni ray kement ’rall ’benn ar blez

Ni ray c’hoazh gwell evit hiriv

Rak ar brezel a vo achiu

— Ar baotred vo arriu er gêr

Ha d’ar merc’hed e vo dever

— P'o do c’hoant da choaz ur galant

O do a-benn pa vint koutant

— Get aon a gemer an dilez

Gwell eo gortoz e’it lakat pres

— Rak mar pez keuz ‘po kalonad

Ha keuz àr-lerc’h zo diwezhat

— Mar gouchomp fall dam gwazh-ar-se

Rak chom hemp ket zo hir ivez

— Goulennit ma nend eo ket gwir,

Gortoz vez berped kavet hir.

— Gwell eo dimeziñ pa vez mall

Gwazh-ar-se mar raomp mat pe fall.