AR BOTOUR-KOAD (52)
TON BAL
DISKAN
Ar botour-koad e’it kaout boued,
Nend eo ket ret bemdez gounit.
1
Ne vez ket gwelet ur botour
É evet dour a pa labour.
Kement-se a zo un enour
Dreist pep tra e’it ur micherour.
2
Goude gober ’lies ar lun
Ne labour ket kalz er sizhun,
Debriñ a ra e fortun
Ne chom ket ur c’hornad butun.
3
Tra ma pad getoñ an argant
E vez rejouisañs ur momand.
Ar c’hafe du, ar gwin ardant
A vez gwellañ d’e santimant.
4
Pa vez arriu goulev ar yalc’h
E vez ret mat lâret trawalc’h
Hag ar botour-koad a viskoazh
A zebr doc’h ur penn e draou razh.
5
Neuze get un tammig droug penn
Ar botour-koad d’ar gêr em denn.
Hag ar labour monet a-benn
Hemp debriñ un tamm bouid a-grenn.