AN DELIENN SEC’H (62)
(Gwerzenn tennet ag ar galleg)
Distaget doc’h ar barr
Get ur gahouad avel.
Dreist-pennet àr an douar
Daet on pell da gouezhel.
Ha bremañ, get ar gwall,
Eh an hemp goût d’e-menn,
Ag un tu d’an tu ’rall
A venez da stankenn.
Er fank hag er vouilhenn
Flastret àr an hentoù,
Pe skañv èl ur bluenn
Savet dreist an douaroù.
Neoazh me oa eürus
A vegig ar barr koad
Hag a oa lugernus
Glas-dour bet-ha ma zroad.
Get ar gwlizh da vintin
Me drampe man genou
Ne’m beze ket anken
É tispleg ma mambroù.
Dalc'het èl en he dorn
Me em nije ken bouilh;
Ne zoujen erc’h na skorn,
Brumenn, glav na grizilh.
Pa veze tomm an heol,
Tro-distro d’an nervenn
Me daole en disheol
Èl mah rae pep delienn.
Get ar glav é kouezhel
M’en em walc’he ken kaer,
Hag eürus èl un Ael
E nijen gae ha fier,
Ha mar zae gwezh-a-vez
An avel da c’hwezhiñ
Em nijiñ raen get joa
Doh er gwelet ’poaniiñ.
N'helle ket memp lakat
Man dervenn da greniñ,
Ha ret dezhoñ dalc’hmat
Kuitat é huanadiñ.
Met get un taol malis
Hag ur gahouad koler,
É c’hwezhiñ get hiris
Eñv zo bet ma multrer.
Eñv deus man distaget
A-zoc’h ar barrig kamm
Ha goude, m’eilpennet
A bep tu lamm-ha-lamm.
Rak gwazh e’it gwezharall,
Pa oan stag en nervenn,
Berped get ur soñj fall
Eñv ra un c’hwezhadenn
Hag a gas da vale
Pelloc’h an delienn sec’h,
Met ’lies goude-se
En-dro é tan da’m lec’h.
Ya, goude mont d’un tu
En-dro e tan èlkent;
Ouzhpenn seizh gwezh diouzhtu
E ran sur ar memp hent.
D’e-menn eh an-me ’ta
Er giz-se dre ar bed ?
Me nend on ket netra
Met un tamm del sec’het.
Perak enta kemer
Genin-me melkoni?
Get un dra ken dister
Ne oa ket d’em soursi.
Ar gwellañ vehe bet,
Ar gwall pa oa arriu,
E-menn e oan kouezhet
Ma lezel da achiu.
— Setu mar fell genoc’h
Gouiet d’e-menn eh it,
E berr e larin deoc’h
Ar lezenn zo skrivet
Lec’h ’ma waet ar re ’rall
C’hwi ivez un deiz.
Lec’h ’ma waet gwezharall
An del derv ha lore.»
— Èl-se e’it pep unan
E achiu ar vuhez
Rak ni ya bras, bihan,
Holl d’an Eternite.