AR GANNEREZ PE GWALC’HEREZ
(25)
(la lavandière )
Peb unan a lâr din e ran mat man dever
Pa yan da vord ar stêr da ganniñ man danter.
Da ganniñ man dantel ha ma stagelligoù
’Vo lakaet da stiriñ pa vo deiz ar gouelioù.
’Vo lakaet da stiriñ pa vo deiz ar pardon.
Hag e tay d’am gwelet man gwellikañ mignon.
A-benn pa vo kannet m’en lakay da sec’hiñ
Ar veg ur bodig lann pe ledet àr an drein,
Doc’h ur bodig koad, àr ar barrig tostañ
E-menn paray an heol tro an deiz ar gwellañ,
M’en lakay paket mat da viret em c’hredañs
Hag en kavo àr-lerc’h d’ober an deverrañs.
Monet a pa vo brav, d’an hañv, d’ar pardonioù
Ha da gours malarde getoñ d’an euredoù.
Pardonioù kaer mam bro, ken joaius ha ken gae,
Get joa e ma c’halon ho kortozan bep blez.
Kenkours èl d’ar goañv pa glevan ar bombard
Bleuñviñ ra ma c’halon é vonet d’ar chervad,
Ha me lâr dre ma soñj: pegours e vo ma zro,
Pegours an deiz kaer-se ei’din-me arriuo?»
Rak nend eus àr an douar sur erbet eürusted
Brasoc’h e’it an heni a zo deiz ho eured.
Met ma mamm a lâr din eh on c’hoazh yaouank mat
Evit kemer pried ha kondui tiegezhad:
Setu perak koutant me sento mat doc’hti,
D’an holl me ray ar lez, kemer ne rin heni.
Kannerez Gwazh-Sar.