AR PARDONIOÙ (28)
TON: Les Deux Bretagnes.
1
Pa vo arriu an nevez-hañv,
Ni yay-ni d'ar pardonioù.
Ya dezhe holl, bras ha bihan,
Man dousig ha me hon daou.
An amzer a vo ker bourrapl
Hag an heol a vo ken gae,
Ha deomp-ni, hon daou, koñfortapl
Hor kalonoù lan a joa.
2
'Barzh ar parkoùier tro-distro,
Èl er pradoù ar yeot glas glas,
An ed a bouso àr un dro
Get ar boketoù lilas.
An evned gano àr ar barr
A ray o neizhoù er gwez.
Ne vo gwelet mui àr an douar
'Maet joaiusted, karantez.
3
Lezomp a-kostez un herrad
Ar poanioù hag an anken
Evit monet a galon vat,
Pa sono ar c'hloc'h sklintin,
D'ar pardonioù e'it hon galviñ.
— Kaeroc'h evel e neptu —
Em lakaomp e'it o enoriñ
Ken koant èl m'hon deus tu.
4
C'hwi, man dous, ho tilhad bravañ ;
Ho tanter seiz glas brodet.
Àr ho penn ar seizenn kaerañ
Get ho kouef bras dantelezet
E'it monet dalc'hmat d'ar pardon,
D'ar re dost èl d'ar re bell,
Met gouarnet e kreiz ho kalon,
Din, ho karantez fidel.
5
Me, ma jiletoù danvez du,
Ma zok gloan voulouzennet;
Ma chalenn montr e pign d'un tu,
Mam botou-lêr verniset
Evit gober enor bep blez
Da holl pardonioù hor bro.
Hon tud kozh en dehe forzh joa
A pa tahent c'hoazh en-dro.
6
Daomp enta holl d'ar pardonioù
Get ur galon lan a joé,
Dreist an holl d'ar re an droioù;
Santez Anna an Alre;
Da bardon Loret Seglian;
Pardon Kelwen, ar Voustoer,
Lokmaria ha Kernenan
Ha chomomp àr-lerc'h er gêr;