AN DEVERRAÑS (25)
TON KOZH
Nend eo ket chom er gêr e kavan-me deverr — komper.
Met monet d'ar pardon, d' ar marc'had ha d'ar foar.
Ar gwellañ a vez din get man dousig karet berped
Difennet din n'd eo ket, pa nend on dimezet.
2
De gorolliñ er c'hovu, d'ar Yaou, er Gemene — o gê
Mont geti d'an davarn de glask ur wezh goude.
Mem baea da man dous ar pezh a vez d'he c'hoant — koutant.
Ar c'hafe, ar gwin ruz, gwin gwenn ha gwin ardant.
3
Mont a rin an hanv-mañ mar gavan c'hoazh an tu — diouzhtu.
Geti d'ar pardonioù get me jiletoù du.
D'ar C'harvez, Kernenan, Kelwen ha sant Urloù —
hon daou
Da lod kaer arall c'hazh doc'h em gavo an traoù.
4
Seul gwezhdonet a rin d'he c'has bet-hag he zi — geti
Dimeziñ mar gellan el lec'hchom hemp heni.
Mont c'hoazh d'ar pardonioù èl e-raok get man dous kerkours.
Ar bihan àr un dro pa vou arriu ar c'hours.
5
Met da c'hortoz kement-se gwraomp-ni c'hoazh joaiusted — paotred
Razh ar merc'hed yaouank nend int ket dimezet.
Na hemp kemer tourmant na soursi en hor penn
— koll poan
Pa lakehemp mat hon soñj ni bo unan a-benn.
6
Mar lâran gaou aze, m'houlenn a greiz kalon — pardon.
A-wael ne laro ket heni da ma mignon.
Ouzhpenn man dilezel hi c'hello ma zemall — bout fall.
Mar rit un deiz èldon, c'hwi vo ivez ken dall.