MA MAMM-GAER (14)
TON: La mère Angot.
Klevet am eus ’lies lâret
Get an dud a viskoazh,
Ha kement-se greden berped
Rak n’er gouien ket c’hoazh
Penaos ar vammoù-gaer {ar vammeu-gaer !!!}
A vez dalc’hmat gwall-loen.
Me garehe kaout teir, {kavoet tér}
Ya, sur mat, a greiz kalon.
2
Rak kement-se zo ur gaou mat,
Ha ne nac’han ket tamm,
Ar wellañ maouez ag ar c’hornad
Zo da ma mestrez mamm.
Ha doc’h mah vo man doar’, {doare}
Mar bin intañv un deiz,
Nag e vo da ma mamm-gaer
E roin holl ma c’harantez.
3
Da vitin a-benn pa sava
Hi ra deomp ar c’hafe,
Get un tammig mat a vara
Da man dousig ha me.
Anezhi komziñ fall
E rahen ur pec’hed.
Ne rae ket sur kement ’rall
A pa oa bev he fried.
4
A pa yaomp ni d’ar pardonioù
D’ar marc’had pe d’ar foar,
Man dous ha me a ya hon daou,
Ma mam-gaer chom er gêr ;
Ha goude kement-se,
— Me lâr hemp mezh erbet —
Ma mamm-gaer a ra arre
Razh ar labour, èl berped.
5
Arriuet un deiz e oa daet
Ma mamm-gaer d’out mamm-gozh. {Dout = da vaout}
D’out komer am boa-hi lakaet
Èl mah oa é c’hortoz.
E’it bout gwraet plijadur
Ur wezh e mam buhez,
Da ma mamm-gaer, a-dra-sur,
Em boa gwraet ’walc’h an deiz-se.
6
Met mar varvan-me ar c’hentañ,
Ma mamm-gaer àr ma lec’h,
Me laro sur, ar vamm wellañ
En doa roet din he merc’h.
Ivez, e’it he enor,
Me c’houlenno get sant Pêr
Mah tigoro bras an nor
E’it mah paso ma mamm-gaer.