YANN FINNOÙ

(10)


An teir uhelañ kêr a zo er vro, a lâre hon tud kozh, a viskoazh a zo Gwenedaol Pelan, ar Gili Malgeneg ha Kenepevan Lanwelan. A-c’houde ema lakaet an douar lann da talvout an douar-labour, ema chañchet penn d’an traoù.

Ar wellañ micher a zo ivez, daousto dezhi bout an disprizietañ hag an dizenoretañ, eo heni ur laer tra ma vez laosket d’er gober.

Yann Finnoù, é chom neuze tostik-tra da Gwazh-ar-Legan, a oa ar yaouankañ a seizh mab, dimezet razh namaetoñ ha plaset èl meitourion e tachennoù vat tro-ha-dro.

E vamm, intañvez a-c’houde pell zo, lâre dezhoñ lies: «Arsa, Yann, ma mab paour, setu-c’hwi oadet mat, tregont vlez tuchant, mall e vo deoc’h soñjal dimeziñ ha sevel tiegezh èl ho preudeur.

An deiz din da dremen a zo tost, ha c’hwi em gavo diskoñfort hos-unan.»

«Me, ma mamm, a reskont Yann, me vo-me laer. — Laer, ho! diaoul bras! a raas an heni gozh souezhet. Pas èlkent! Biskoazh e lignez, e familh Finnoù eh eus bet c’hoazh ur laer, ha c’hwi vehe ar c’hentañ da gousi, da zispriz, da zizenoriñ an anv-se ken onest en deus paset deoc’h ho tud-kozh: Doue d’o fardono.»

Ar boufam a ouele...

Goût er-walc’h a raomp penaos perzh ar re gozh àr ar re youank, hiniv an deiz, a zo dister, hag ar re-mañ ken direzon; ivez, setu respont ar paotr Yann: Ne vin ket laer sur, eme-eñv? Geo ma mamm, drouk ha mat genoc’h. A mam breudeur, me ra foutr.» Setu waet enta Yann da vout laer. Ni welo diwezhatoc’h penaos en des troet e vuhedigezh.

Daou lavar a zo hag a lâr:

Onestiz en deus e briz.

Hag an all:

Traoù daet a gwall-hent,

A ya fonnapl o hent.

Goût er-walc’h a raomp ivez penaos ne vez ket laer un den a hanter; nend eus ket a vrizh-laer:

An heni a laer un u,

A laer ur jav pa gav an tu.

Un den a zo laer tre pe netra, ha setu perak an dud-se a zo daet fall e kement bro a zo, ha gwell-ar-se. An deiz àr-lerc’h, a-benn ema komañset Yann get e labour. Ur boser ag ar Gemene, daet da glask ur leue d’ur gêr etaltoñ, en deus laosket e garr àr an hent bras, rak an hent bihan a zo fall. Èl mah oa fall an hent bihan, ar boser a yaas àr-droad. É tonet en-dro, e leue àr e ziskoaz, en ur bas en ur vanaleg, eñv wel ur votez koad nevez-flamm e lein ar park. Arriu d’an dias, eñv gav un all. «Sell, eme-eñv, div barez!» Hag en ur zisamm e leue, eñv da glask an heni en doa gwelet e lein ar park, rak «mat int din», a lâre-eñv c’hoazh doc’h o aesae.

Yann, hag en doa stennet ar pej-se dezhoñ, ne c’horte ’maet kement-se e’it skrapiñ ar leue.

Arriu en-dro get e votez koad, ar boser ne wel mui seblant erbet ag ar leue. Goude bout er c’hlasket hir amzer, netra c’hoazh. A-feiz! Eme-eñv, kollet eo. Ret e vo din monet da glask an all a zo chomet àr ma lerc’h.»

Yann, hag a oa arriu en-dro, a lâr dre ar soñj: «Ar c’hentañ am eus bet, an eil am bo c’hoazh.»

Setu ar boser é tonet get an eil leue. Doc’h er gwelet, Yann er vanaleg a ra: «Beee... meee... beee... meee...»

«Kiens, ema ma leue kentañ e-mesk ar banal ha n’er c’haven ket.» Ha eñv, en ur zisamm an eil leue èl ar wezh e-raok da glask an heni kollet.

Yann ne c’hortae ’maet kement-se e’it skrapiñ an eil leue èl ar c’hentañ, hag ar boser skuizh é turiellat e-mesk ar banal hemp kavet netra, a zo diskoñfortet é welet ema laeret razh e leueioù.

Ne larin ket deoc’h razh troioù Yann goude ar wezh-se. Un deiz, er marc’had er Gemene — ne oa ket c’hoazh digoret ar jiboes — eñv werzhas, e lec’h klujiri, ur sac’had kegined d’ur marc’hadour amonenn a Bleurdud: «Diwallit, eme-eñv, me welo ar jañdarmed, met klujiri vat int.»

Ya, ya! eme ar marc’hadour, en ur zastornat ’barzh ar sac’h.

Un deiz arall, en ur foar, en doa laeret ur vuoc'h doc’h toull dor ar Groaz-ruz.

Un deiz arall c’hoazh e oa waet da laeriñ deved da Venez-Gwegan. Ur maoutig kornek, chomet hemp bout serret, en em frote en diañvaez ag an nor: «Setu unan din atav», a lâr eñv. C’hoazh en dehe bet re ’rall, met an nor a oa sparlet mat hag ar mestr en doa klevet. Ret e oa bet da Yann garzhiñ, achap get e vaoutig. Daou bezh a ugent real en doa-eñv gwerzhet er Gemene an deiz àr-lerc’h.

Ne gontin ket deoc’h en ur wezh razh troioù Yann nag e laeronsioù, re hir e vehe; mes ur fin a zo berped. Ar mare àr-lerc’h, berped er Gemene, eñv laer ur jav doc’h ur vaouez a gostez ar leinioù-se. Honnañ en deus gouiet kentizh ha get er jañdarmed ema tapet Yann en ur vonet a gêr.

«Hola! Eme-hi, ar jav-mañ a zo din-me. — Deoc’h-c’hwi, a reskont Yann, a-c’houde pegours ‘ta? — Ama, a ra hi en ur skrapiñ ar stag ag e zorn, mard eo ar jav mañ deoc’h, lârit a bezh lagad ema borgn? — Ar jav-mañ borgn? ag an heni dehoù, a lâr Yann get reizhted.»

«Ag an heni dehoù? a ra ar vaouez joaius? — Pas, pas, eme Yann, é welet e oa manket, ag an heni kleiz.»

«Nend eo nag a gleiz nag a zehoù» a lâr ar boufam en ur ziskoueziñ e zaoulagad.

É welet kement-se ema rañjennet ar paotr Yann get ma yeontred kordenn ha kaset d’ar prizon. Doc'h 'ta d’e laeronsioù niverus ema a-barzh a-c’houdevezh. Ne vehe ket bet gwell dezhoñ sentiñ doc’h e vamm?