MAEN-HIR-BREZEL SEGLIAN (48)

TON NEVEZ


DISKAN :

Plegomp hon penn ha trugarez

A lâromp a greiz hon kalon

Int deus ei’domp roet o buhez

E’it peoc’h ha frankiz ar Nasion,

Dezhe enor, resped ha gloar


1

Èl da gement zo daet d’ar gêr.

Àr ar vaen-se eo bet merchet

Anv dek soudard ha pevar-ugent

Taolomp hon tok lan a resped

Rak marv int èl mah varv ar Sent

2

Ne zeleomp ket o ankouazhat

Soñjomp kentoc’h enne ’liés

Razh an anvioù-se a-reñkad

A zo bugale ar barrez.

3

Marv int du-hont evit ar vro ;

E pep tiegezh eh eus glac’har

Get ar soñj-se holl àr un dro

Bet-hag an douar.

4

Hed-ha-hed d’an dachenn brezel

Emaint kouezhet é tifenn Frañs

Lod-kaer en deus em dennet gwell

Heni n’en deus gwraet hemp soufrañs

5

Deit omb hiriv d’o enoriñ

Amañ ema savet o bez

Met ni zo sur hemp fariiñ

Ar Bara’ouez o do get Doue.