FEST AN HOC’H (78)

BAL

DISKAN

Korollomp, sailhomp, gwraomp fest an hoc’h

Evit enoriñ hon pemoc’h.

1

Ar brasañ chervad e’idomp-ni

Zo pa lazher pemoc’h en ti.

2

Eñv zo ur loen a-dreist an holl

Netra ennoñ ne ya da goll.

3

Debret e vez fri, revr, bou’elloù,

Saosis, andouilh, gwadigennoù.

4

Get ar lard e raer krazunell

Ar farz er forn nend eus ket gwell.

5

Da heuli chistr aval ha per,

Mah vo deverr sailh àr ar leur.

6

E’it monet tre, ar c’hafe du

A roay deomp ar vestrez diouzhtu.

7

Hag e’it achiu ar gwin ardant,

A lakay an holl da vout koutant.