AN ERC’H (63)
GWERZENN
1
Setu arriu ar gwall amzer,
Nedeleg get e zeizioù berr
Evidomp en deus degaset
Ar goañv kriz; rust ha kalet.
E venvegoù get an avel
Zo skorn, sklas ha riell.
Hag èl ur vantell wenn hemp par
Get erc'h ema goloet an douar.
2
Gwell e’it pa vez da viz Mae
Digor ar boutonoù er gwez
Hag an douaroù, get ar yeot glas,
Goloet èl get ur vantell vras,
Ne vez gwelet mui tro-distro
Netra ’maet erc’h karget er vro
Hag er gwez memp trema an douar,
Get o samm, holl a bleg o barr.
3
A pa vêmp-ni en hon gwele
Kousket er-c'hat, waet e gouarn-Doue,
Ne zoujomp mui netra erbet
A boan mar vale hor spered.
An douar get erc’h a zo hañval;
Ne vez gwelet netra ’fichal.
Ema èl unan e begin
Lan a dristez hag a anken.
4
Un den e kreiz e yaouankiz,
E kreiz e nerzh, e ampartiz
A zo, a joa, e galon lan
Èl mand eo gae an nevezhañv,
Met a p’arriu ar gwall amzer,
— Èl buhez mab den a zo berr —
An erc’h a vez d’ar goañv kriz
Èl ar bleuñv gwenn d’ar gozhoni
5
Un deiz a pa vin tremenet,
Reut m’izili, man gwad ’klaset;
Man daoulagad serret mat kloz
Evit man diwezhañ repoz
Ha kemeret liv an ankoù,
Marse en ur skuilhiñ daeroù,
En ur linsel wenn, ma zud kar
Man gronno èl an erc’h an douar.
6
A pa vehe gwenn ma eneñv
Èl mand eo an erc’h d’ar goañv
Me lârehe e ma spered:
Ma lec’h zo e-tal an Aeled.
Met, allas! kalz a draoù dremen
Evel an erc’h dre vout bouilhenn,
Hag an dud get o spered dall
A laosk ar mad e’it gober fall.
7
An erc’h enta zo un dristez;
Lousoni edan bravite.
Kaeroc’h e’it ar bokedoù roz,
D’ar bed e seblant reiñ repoz
Hag e liv ken gwenn ha ken pur
A achiu er gousiadur.
Eñv zegas soñj ag ar lavar:
«D’ar joa ema tost ar glac’har.»