DAOU EJON VRAS MA ZAD (41)

TON : Le petit mouchoir de Cholet, de Botrel.

1

Ni deus daou ejon ’barzh ar c’hraou,

Nend eus ket gwell e’ite o-daou,

Unan a zo liv melen-koar

Hag an arall du a hanter

Nend eus ket sur mat er c’hornad,

Kerkours èl daou ejon ma zad.

2

A pa vênt staget da vitin,

Da droiñ an douar àr an tu-gin,

C’hwi a wel hon daou ejon vras

É hont get an erv, paz ha paz.

Doc’h o gwelet é labourat

Nend eus èl daou ejon ma zad.

3

A pa vênt staget doc’h ar c’harr

Int er charre d’e-menn e kar.

Nag ar menez, nag an deval,

Nag an toulloù en hentoù fall

A aresto get ur c’harrad,

E nebtu, daou ejon ma zad.

4

Mar bent kaset biken d’ar foar

Evit bout gwerzhet d’ar boser,

Doc’h o gwelet a pa guitaint

Me ’m bo, sur mat, c’hoant da oueliñ.

Ya, me ’m bo sur ur galonad

Pa vo gwerzhet ec’hen ma zad.

5

Me ’m eus o c’honduiet lies

Er parkoùier, an hentoù-treuz.

O c’huitaat bremañ pand int lart,

Pere a zay genin d’ar park

E’it chomel kours ha diwezhat

Èl gwezharall re vras ma zad?

6

Setu aze e’it peb unan

E zoare e’it bras ha bihan,

Rak ar re gozh a ra, hemp mank

O lec’h, un deiz, d’ar re yaouank,

Èl dever ar vugalé vat

A zo kemer micher o zad.