CHAPEL SANT SALAÜN GWERN

(19)


Sant Salaün, roue Breizh-lzel a drebad er blez 857 bet ar blez 874, a zo bet inouret bras gwezharall e Lanwelan. Er Merzher e oa bet martirizet, hrevez ma lârer: ar pezh a zo gwir, er Merzher eh eus bet pell amzer un iliz parrez en enor da sant Salaün.

Ar sant-mañ a zo enoret c’hoazh hiriv an deiz e kalz a barrezioù ag hon bro, a dreist pep tra e parrez Gwern, tostik-tra da Lanwelan.

Ma tegouezh genoc’h mont dre an hent bras a vourc’h Seglian da vourc’h Gwern, c’hwi a gavo tost d’ur wazh anvet Sar ur chapel savet àr lein ur votenn ha diazezet sonn àr ar roc’h, kenevit-se e vehe waet da rudellat pell ’zo amzer; e’it plaenat an hent bras, ret eo bet troc’hiñ ar menez nav pe zek troatad hempken doc’h chapel sant Salaün. Kement-se ne vir ket doc’hti a chom c’hoazh eno, plom mat en he sav; seblantiñ a ra lâret d’ar re a dremen dre an tachad-se: «Savit ho penn, perc’herindour, a ziàr-laez e tay deoc’h sikour.»

Nend eus ket kalz a gêrioù doc’h trev sant Salaün; ma nend eo ket bras rouantelezh ar sant-mañ e Gwern, diforc’het mat eo doc’h ar re ’rall get gwazh ar Sar, gwazh ar Froud-du, gwazhioù hag a zisparti aze bro ar Gwernadoù doc’h ar vro Pourlet.

Nend eo ket c’hoazh pell zo, an dud hag an div vro-se ne oant ket e’it en em glevet a vod erbet. A vihanig, é viriñ ar loened en em lakaent d’em dap. Diwezhatoc’h, èl mah kreskent, n’hellent em glevet na muioc’h em gompren, daousto m’o doa ar memes langaj. Marse oa an traoù èl-se a-c’houde amzer an tour Babel. Bremañ, pand eo gwraet ar peoc’h, holl an dud, Gwernad ha Pourlet, en em glev mat, ha gwell-ar-se...

Trev sant Salaün zo dispartiet c’hoazh doc’h Malgeneg get gwazh ar Voustoer ha nend eo ket brasoc’h e’it ur rigolenn.

Div wezh ar blez e vez oferenn e chapel sant Salaün Gwern: d’an eil Sul a viz Mae en em gav ar pardon bras, ha d’an eil Sul ag an Azvent, ar pardon bihan — ar mellad, èl ma lârer e Gwern. — An deiz-se ne vez lâret ’maet un oferenn vintin. Hag an deiz kent e vez sonet kloc’h ar chapel, e’it degas soñj d’an dud; lâriñ a ra dezhe: «Sant Salaün, ’lein ar votenn... sant Salaün ’lein ar votenn.» — Na bourrapl eo monet d’an oferenn c’hwec’h eur, Sul ar mellad, da chapel sant Salaün! Èl d’an oferenn hanternoz, e vez kanet pemzek deiz àr-lerc’h en iliz parrez; holl an dud a ya a diadoù ag ar c’hêrioù tro-distro en teñvelded ag ar mintin, trema sant Salaün, an eil Sul hag an Azvent. Èl mah tostaer e kresk ar vandennoù hag e fonnapler ivez da gerzhet, rak ar re gentañ a ya er chapel, met èl nend eo ket bras, lod-kaer a chom er-maez. Nend eo ket brav bout er porzh d’ar c’hours-se ag ar blez, ne vern penaos e vez an amzer. Evidon-me, pand on en iliz, me lâr doc’hon ma-unan: «An nemb a batero mat amañ, hiriv, a vo selaouet, rak amañ ne vez ket pedet an Aotrou Doue bemdez, ha dre gement-se, eñv a vo madelezhusoc’h en hom c’heñver.»

E-pad an oferenn eh eus arriu ur pober, pe boulañjer, mard eo gwell genoc’h — get ur c’harrad katev Nedeleg àr an dachenn iliz — kentizh mand eo achiu, ar c’hloc’h a son ha waet an dud er-maez ag ar chapel, en un taol ema gronnet ar c’harr, ha nen dizh ket d’ar marc’hadour katev servij an holl. Ne vez gwelet ’maet brec’hioù savet d’ar laez ken stank èl brenn. En amzer gozh, ar Juifed, pa gouezhe ar mann, ne ziskouezent ket bout muioc’h a hiraezh hag a joa.

Àr-lerc’h tro ar pober ema heni an embannour da werzhiñ, e’it ar chapel, ar pezh en deus an dud vat roet dezhi: segal, gwinizh-du, avaloù-douar hag ivez kogoù evit ar vugale en deus bet ar c’hokluj. Gwerzhet e vez c’hoazh ur bennblouzat avaloù-koad.

An heni he fren, el lec’h he c’has getoñ, he bann àr an dachenn, ha neuze: skrip, skrap... an heni a dap a dap. Setu aze ar merch ag ar mellad bihan. Ur vaouez gozh get piv em boa goulennet perak e oa bannet ar bennblouzat avaloù melen-se, a lâras din: «Penaos, n’er gouiit ket? — Naren...

— Ama, an dra-se a zo ar mellad.» Goude e ya holl an dud d’ar gêr, gae ha koutant; lod en deus bet katev, re ’rall avaloù, re ’rall kogoù ha kavet an tu d’ober deverrañs àr-lerc’h bout gwraet o dever e keñver an Aotrou Doue ha sant Salaün. — Kerzhit d’an oferenn da chapel sant Salaün ’benn ur blez, ha c’hwi a welo mar lâran gaou.

Mari-Job.