AN HUSKELLEREZ (81)

TON: La berceuse, de Botrel.

1

A varlonig ho mamm

Dispak kaer gwrait dodo.

Me domm doc’h an tan flamm

Ho mambroù àr un dro,

Ivez e’it he disamm

Ag ar boan-se: bezit mat

Gwrait toutou hemp skuizh tamm

Get ho mamm hag ho tad.

2

Me sava da greiznoz

D’ober deoc’h-c’hwi dodo,

Me laoska ma repoz

E’it donet àr ho tro.

E’it bout bras serrit kloz

Bremañ ho taoulagad

Ha gwrait toutou da c’hortoz

Get ho mamm hag ho tad.

3

P’ho huskellan kreñvoc’h,

Fonnaploc’h gwrait dodo,

Rak sur e vo ret deoc’h

Donet un deiz a zo

Da sikour ho tud kozh

Er park da labourat,

Met gwrait toutou pelloc’h

Get ho mamm hag ho tad.

4

Neoazh klañv a spered

E lâran deoc’h: dodo,

Rak poanioù forzh kalet

Hon gronna tro-distro ,

C’hoant am eus da lâret :

Gortozit c’hoazh e’it kreskat

Ha gwrait toutou berped

Get ho mamm hag ho tad.

5

Allas! me wel an deiz

Ne vo ket mui dodo ;

C’hwi vevo ho puhez

Èl ar re ’rall er vro.

Hemp goût an traoù da zont,

Chomit onest ha mat

Ha ni yay d’ar bed-hont

D’ober toutou dalc’hmat.