CHOAZ AR PLAC'H YAOUANK (32)

TON BAL

DISKAN:

Chañchomp galant — Bremañ, tuchant

A-benn mard oc'h koutant.

Gwell eo din-me — Unan nevez

Dimeziñ gwazh-ar-se.


1

E pardon Sant-Tuchan me choazas ur galant

Ha plijout a rae din rak mah oa ur paotr koant.

2

Klevet am eus lâret ema waet d'an arme,

Ret vo din choaz un all pe gortoz c'hoazh daou vlez.

3

É c'hortoz nend on ket sur erbet a heni.

É timeziñ a-wael e vin sur eme-hi.

4

Dimeziñ zo diaes d'an heni zo melzin,

'Lies àr ar poent-se, tizhet vez ar re fin.

5

Faot din ur brav a baotr, a vou ur labous koant

Ouzhpenn a vo desket, en devo c'hoazh argant.

6

An traou-se àr un dro zo diaes da gavet,

Kement-se e zo kaoz e choman da sellet.

7

Met p'arriuo an eur dimeziñ sur e rin,

Neuze ag ar vandenn, ar fallañ e choazin.

8

Me gred razh ar merc'hed er ra ag er mod-se,

Ha hemp bout tamm finoc'h ar baotred ra ivez.

9

Da ma soñj tud yaouank pa choazit ur mignon

Ne faot ket àr un dro da gant roiñ ho kalon.

10

Rak ne gredan ket c'hoazh ema daet mat ar giz

Da chañch galant seul gwezh ma chañcher a hiviz.


DISKAN DIWEZHAÑ:

Hemp chañchamant — gouarnomb koutant

Berped ar memp galant.

Get re nevez — é chañch bemdez

Ne vo ket a zimez.