MA C'HAMARADEZ (35)
TON NEVEZ A BOZ
— «O ma mignonne, ma mignonnette»
C'hwi zo ken brav èl ur boked;
C'hwi n'hoc'h eus c'hoazh 'maet triwec'h vlez,
Me 'm bo tuchant teir gwezh ho re.
— Get ar brezel 'm eus ho hentet,
Ne roin-me lec'h 'maet d'ho pried
En ur c'houarn e kreiz ma c'halon
Karantez c'hoazh e'it ma mignon.
— Ur c'hres a c'houlennan get Doue
E arriuo buan an deiz-se
Pas e'it koll ma c'hamaradez
Met e'it he boneur e'it james.
— D'an eured e vin pedet sur
Monet a rin get plijadur
Get me zok gloan ha ma burenn
E man daouarn ur gatevenn.
— «Ma c'hamaradez bezit eurus
A lârin dezhi ken joaius:
Gres deoc'h da chom pell àr an douar
Hemp anavout poan na glac'har.»
— Ar soñj kaer-se zo daet d'out gwir,
Eurus eo ma c'hamaradez,
Ha ma vez gwraet doc'h man dezir
Holl ar re 'rall a vo ken aes.