AR BREZEL (43)

TON DA GERZHET


— D’ar brezel ema ret monet

Da gombatal doc’h ar Boched

Bravik ken brav

Ha da lazhiñ pe bout lazhet.


— Mont d'ar vizer, d'andur poanioù

’Barzh ar vouilhenn er fozelloù

Evit kuzhet doc’h an tennoù.


— Deoc’h-c’hwi plac’hig me lâr: kêno

Get esperañs donet en-dro


Ha da chom genoc’h ’barzh ar vro

Ken arriuo deiz ar marv

Pa gaso Doue deomp an Ankoù.

— Rak mam buhez mar chom genin

Doc’h-c’hwi a-benn é timezin

’Barzh ar gêr en-dro p’arriuin


Ur c’hres a c’houlennan get Doue

Ma vehomp eurus hed hon buhez

Hag àr-lerc’h c’hoazh hon bugale.


Ha ne vo ket biken gwelet

Er vro-mañ ken brezel erbet,

Doc’h em lazhiñ gwazh e’it loened.


Gwraomp hon labour kuit a vrezel

Bevomp e peoc’h ha ni ray gwell

Ha ni hon-daou chomomp fidel.